Plomer an Andoù
Eus Wikipedia
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Aves | ||||
| Kerentiad : | Podicipedidae | ||||
| Genad : | Podiceps | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Podiceps andinus Schauensee, 1959 |
|||||
|
|||||
Plomer an Andoù (Podiceps andinus) a oa un evn dour hag a veve e Kolombia, dreist-holl e-kichen lenn Tota.
Er bloavezhioù 1940 e oa paot c'hoazh ar plomer-se. E 1968 ne veze renablet ken nemet 300 hinienn, hag e 1977 e voe gwelet 3 flomer an Andoù evit ar wech diwezhañ. E 1981 ha 1982 e voe graet enklaskoù don a-benn diskoachañ un hinienn bennak, en aner. Renket eo bremañ e-touez ar spesadoù aet da get.
Liesseurt e vefe an abegoù :
- distruj ha saotradur e diriad naturel (tennet ar raoskl hag implij louzoù enep-amprevaned)
- degas an dluzh a breizhatae ar pologed
- ar chase
Rummatadur [kemmañ]
Diouzh an evnoniourien e vez renket plomer an Andoù en urzhiad Podicipediformes pe Ciconiiformes.