Pleiades

Eus Wikipedia
Yarad-poñsined
M45
Ar Pleiades gwelet gant Hubble.

Lec'hiadur
Hedkorn 03eur 47' 24"
Ledkorn +24° 7'
Pellder 444 b.-g.
Steredeg Tarv
Dezverkoù
Ment vanat 110'
Skin ?
Meurez manat 1.6
Meurez dizave ?
Perzhioù dibar
Anvioù all
M45, NGC 1432/35

Pleiades, pe M45, eo an anv roet e steredoniezh d'un gronnad digor stered hag a c'haller gwelet e steredeg an Tarv. Meur a anv pobl a zo d'ar gronnad-se e brezhoneg: ar Yarig, ar Yarig wenn, ar Yarad poñsined, ar Yar hag he foñsined, ar Yar (wenn) hag hec'h evned, Yarig wenn he c'hwec'h evn. Brudet eo ar stroll stered-se e hengoun meur a sevenadur abaoe pell, pa dalvezent da verkañ amzer ar mediñ. Ar gronnad stered splannañ da welet eus an Douar an hini eo, ha betek un 12 a steredennoù a c'haller tapout gwelet gant al lagad diglav (7 an hini a weler dre vras).

An anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a ra an anv a vez graet gantañ e steredoniezh diouzh ar Pleiadezed.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.