Pleg-mor Penas

Eus Wikipedia
Hanternoz Pleg-mor Penas
Kreisteiz Pleg-mor Penas

Pleg-mor Penas zo ur pleg-mor eus su Chile, er Meurvor Habask, Ar pleg-mor kentañ eo en hanternoz da c'henoù kornôk Strizh-mor Magalhaes, hag er c'hreisteiz da ledenez Taitao.

E proviñs Capitán Prat, e Rannvro Aysén, emañ.


Digor-bras eo da avelioù ar c'hornôg, ha brudet eo da vezañ ul lec'h barradoù-amzer.

Abaoe 6 000 bloaz e oa ar bobl kawésqar o chom eno. E deroù ar XXI kantved e c'haller lavarout splann eo bet kaset da get gant an dud gwennkroc'henet.