Plaver-sukr
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Dreisturzhiad : | Marsupialia | ||||
| Urzhiad : | Diprotodontia | ||||
| Kerentiad : | Petauridae | ||||
| Genad : | Petaurus | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Petaurus breviceps Waterhouse, 1838 |
|||||
|
|||||
Ar plaver-sukr (Petaurus breviceps) zo ur bronneg godellek a vev en Aostralia, Indonezia ha Papoua-Ginea Nevez.
[kemmañ] Doareoù pennañ
Hiroc'h eo e lost (etre 15 ha 50 cm) eget e gorf (etre 10 ha 30 cm). War-dro 100 g a bouez eo.
E vlevenn zo glas-gris war e gein ha sklaer war e gof. Ur groc'henenn a stag e bavioù a-raok ouzh e bavioù a-dreñv.
[kemmañ] Gouennañ
An dougen a bad war-dro 16 deiz ha ganet e vez ur c'holen pe zaou bewech, 0.2 g a bouez enno. An hini bihan a ya e godell e vamm ma chom 70 deiz.
[kemmañ] Emzalc'h
Neizhiañ a ra a-stroll, betek 7 loen gour hag o re vihan asambles.
Ar par pennañ a verk e diriad gant e halo hag un dourenn ezveret gant gwagrennoù war e bavioù hag e fraezh.