Planet of Adventure

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Planet of Adventure zo ur rummad romantoù skiant-faltazi saoznek savet gant ar skrivagner stadunanat Jack Vance (1916-2013).

Peder levrenn a ya d'ober an oberenn a gont troioù-kaer an Douarad Adam Reith war ar blanedenn Tschaï :

Estroc'h evit war an Douar ez eus buhez war a seblant : klevet ez eus bet ur skignadenn argoll o tont eus ur blanedenn all hag a dro en-dro d'ar steredenn Carina 4269 ! Kaset eo un ergerzhadenn war-du enni ha daou c'hant daouzek vloaz diwezhatoc'h ec'h erru an egorlestr Explorer IV a-wel dezhi. Diskaret eo d'an douar war-bouez ur seurt fuc'hell hag a seblant bezañ bet tennet diwar leur Tschaï. Ne van den ebet bev nemet Adam Reith, kabiten el lu stadunanat. Ret e vo dezhañ deskiñ dreistbevañ ar buanañ ar gwellañ en un endro dañjerus hag enebour m'emañ o chom peder gouenn bennañ ar blanedenn : ar Chasched, an Dirdired, ar bPnumeed hag ar Wankhed, ken iskis an eil hag eben.