Pladenn Nebra
Pladenn Nebra pe pladenn neñvel Nebra a zo ur gantenn arem a ra war-dro 32 cm a dreuzkiz. Goloet eo gant ur verglenn c'hlas hag arouezioù aour : gwelet e vez da skouer ar pezh a seblant bezañ an heol pe al loar en he c'hann, ul loargresk ha stered (ar Pleiadezed sur a-walc'h). Taolennadur koshañ ar bolz an oabl e vefe.
Dizouaret eo bet ar bladenn e miz Gouere 1999 e Nebra e Saks-Anhalt (Alamagn). -1600 kent JK e vije, da lavaret da oadvezh an Arem (etre henoadvezh an Arem ha krennoadvezh an Arem).
Miret eo e mirdi rannvroel ar ragistor Halle (Saks-Anhalt).
Dizoloadenn hag amzeriadur [kemmañ]
Dizoloet eo bet ar bladenn, a-gevret gant traoù all, gant furcherien guzh. Adkavet eo bet war-lerc'h en ur marc'had etrebroadel a hendraoù. E penn kentañ e soñje da henonourien zo e oa bet graet gant ur falser bennak, ar pezh a voe dislavaret gant ar C'harbon-14. Dizoloet e voe ivez e teue an arem eus gwazhennoù Alpoù Aostria a servije e-pad oadvezh an arem.
Mod all e voe adkavet klezeier ha kelc'hioù-brec'h eus an oadvezh-se. A-drugarez dezho e voe posupl brasjediñ pe oad e oa.
Istor kantenn Nebra [kemmañ]
Tu zo da verzout pevar frantad e savidigezh ar bladenn :
- E penn kentañ e oa al loargann (pe an heol ?) (a-gleiz), al loargresk (a-zehou). A-us dezho e vez gwelet steredeg ar Pleiadezed.
- War-lerc'h e voe ouzhpennet div wareg aour, a-gleiz hag a-zehou. 82° a ra ar gwaregoù, ar pezh a ziskouezfe splann korn etre lec'hiadur ar c'huzh-heol e-pad goursavioù-heol an hañv hag ar goañv e led al lec'h (51°N).
- Ouzhpennet e voe al lestr-heol erfin (en diaz).
- Hiziv an deiz : war an tu kleiz e vank gwareg an dremmwel.
Displegadenn skiantel [kemmañ]
A-drugarez da zizoloadenn ar bladenn e c'hellomp anavezout spisoc'h gouiziegezh steredoniel an Europeaned en oadvezh an arem.
Pouezus e oa ar ouiziegezh-se evit an haderezh : ambroug a ra ar Pleiadezed al loar nevez a-us d'an dremmwel d'an 10 a viz Meurzh (=haderezh) ha d'ar 17 a viz Here (=fin an eost ?)
Hervez Rahlf Hansen, steredoniour e planetariom Hamburg, e servije ar bladenn ivez da jediñ padelezh ar bloaz.
Un dalvoudegezh relijiel en dije bet ar bladenn ivez (lestr-heol).
Gouiziekoc'h e oa steredoniourien Europa ar mare-se eget ar pezh a veze kredet betek-henn eta. Ret e oa gortoz ur skrid babilonian ar VIvet kantved evit kaout un diskouezadur ken splann.