Pladenn Nebra

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Nebra Scheibe.jpg
Klezier arem kavet war an henvelep tachenn.
Kinkladurioù arem kavet war an henvelep tachenn

Pladenn Nebra pe pladenn neñvel Nebra a zo ur gantenn arem a ra war-dro 32 cm a dreuzkiz. Goloet eo gant ur verglenn c'hlas hag arouezioù aour : gwelet e vez da skouer ar pezh a seblant bezañ an heol pe al loar en he c'hann, ul loargresk ha stered (ar Pleiadezed sur a-walc'h). Taolennadur koshañ ar bolz an oabl e vefe.

Dizouaret eo bet ar bladenn e miz Gouere 1999 e Nebra e Saks-Anhalt (Alamagn). -1600 kent JK e vije, da lavaret da oadvezh an Arem (etre henoadvezh an Arem ha krennoadvezh an Arem).

Miret eo e mirdi rannvroel ar ragistor Halle (Saks-Anhalt).

Dizoloadenn hag amzeriadur[kemmañ]

Dizoloet eo bet ar bladenn, a-gevret gant traoù all, gant furcherien guzh. Adkavet eo bet war-lerc'h en ur marc'had etrebroadel a hendraoù. E penn kentañ e soñje da henonourien zo e oa bet graet gant ur falser bennak, ar pezh a voe dislavaret gant ar C'harbon-14. Dizoloet e voe ivez e teue an arem eus gwazhennoù Alpoù Aostria a servije e-pad oadvezh an arem.

Mod all e voe adkavet klezeier ha kelc'hioù-brec'h eus an oadvezh-se. A-drugarez dezho e voe posupl brasjediñ pe oad e oa.

Istor kantenn Nebra[kemmañ]

Goursav-heol an hañv : lec'hiadur ar c'huzh-heol (a-dreñv d'ar menez Brocken)
Deroù an nevezamzer (hag an diskaramzer) : lec'hiadur an heol (ar menez Brocken a zo da 41° a-zehou dezhañ)
Goursav-heol ar goañv : lec'hiadur ar c'huzh-heol (ar menez a zo da 82° a-zehou dezhañ)

Tu zo da verzout pevar frantad e savidigezh ar bladenn :

  1. E penn kentañ e oa al loargann (pe an heol ?) (a-gleiz), al loargresk (a-zehou). A-us dezho e vez gwelet steredeg ar Pleiadezed.
  2. War-lerc'h e voe ouzhpennet div wareg aour, a-gleiz hag a-zehou. 82° a ra ar gwaregoù, ar pezh a ziskouezfe splann korn etre lec'hiadur ar c'huzh-heol e-pad goursavioù-heol an hañv hag ar goañv e led al lec'h (51°N).
  3. Ouzhpennet e voe al lestr-heol erfin (en diaz).
  4. Hiziv an deiz : war an tu kleiz e vank gwareg an dremmwel.

Displegadenn skiantel[kemmañ]

A-drugarez da zizoloadenn ar bladenn e c'hellomp anavezout spisoc'h gouiziegezh steredoniel an Europeaned en oadvezh an arem.

Pouezus e oa ar ouiziegezh-se evit an haderezh : ambroug a ra ar Pleiadezed al loar nevez a-us d'an dremmwel d'an 10 a viz Meurzh (=haderezh) ha d'ar 17 a viz Here (=fin an eost ?)

Hervez Rahlf Hansen, steredoniour e planetariom Hamburg, e servije ar bladenn ivez da jediñ padelezh ar bloaz.

Un dalvoudegezh relijiel en dije bet ar bladenn ivez (lestr-heol).

Gouiziekoc'h e oa steredoniourien Europa ar mare-se eget ar pezh a veze kredet betek-henn eta. Ret e oa gortoz ur skrid babilonian ar VIvet kantved evit kaout un diskouezadur ken splann.