Pitagoras

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Pitagoras, lodenn eus Skol Aten gant Raffaello, 1509

Pitagoras, pe Pythagoras( Πυθαγόρας e gregach), pe Pitagoras Samos, a oa ur prederour hag ur matematikour henc'hresian . Ouzhpenn-se e oa diazezer ur gredenn relijiel anvet pitagoregezh. Bet eo an den kentañ o lavarout e oa filozofer, karour ar furnez, ha levezonet e voe Platon gant e vennozhioù. Siwazh n'ouzer ket kalz a dra diwar e benn, rak n'eus deuet skrid ebet diwar e zorn betek ennomp. Kalz eus e oberoù a c'hallfe a-walc'h bezañ bet savet gant diskibion dezhañ, pe warlerc'hidi.

Gouzout a reer e oa ganet er VIvet kantved kent Jezuz-Krist, pe en enez Samos, enezenn gwarezet gant Hera, pe e Tyrrhenia, pe e Tyr, pe e Syria, hervez Clemens Alexandria ( Stromates, I, 62) war-dro -580 ha marvet war-dro -490 pe -497, tremenet gantañ e 80 vloaz (barr e oad a vije bet er 60vet olympiade, 540–537, hervez Diogène Laërce).

War a greder e oa mab d'ur marc'hadour fenikiat, anvet Mnesarc'hos. Kement-se a ouzomp dre Herodotos ha ne veneg e anv nemet ur wech: (Enklask, IV, 95) : «Zalmoxis, an doue trakat, a voe e gwirionez ur sklav eus Samos « aservije e ti Pitagoras, mab Mnesarc'hos ». E dad a oa engraver mein prizius, hag e vamm, Parthenis, brudet da vout kenedusañ plac'h an enezenn. O-daou e oant diskennidi da Ancée, mab Zeus, en doa diazezet Samos. Mnesarc'hos ha Parthenis a oa aet betek Delfi da gaout ar Pythia. Diganti e klevjont e oa brazez Parthenis hag he dije ur mab koant ha fur. Kemm anv e wreg a reas Mnesarc'hos neuze, hag envel anezhi Pitais (plac'h ar « Pitia »), hag envel ar bugel « Pitagoras » , kemennet gant ar Pitia.

Daoust d'ar bloavezhioù (ur c'hantved a ziforc'h) e veze kontet gant ar Romaned da vezañ bet kelenner Numa Pompilius, eil roue Roma hervez ar vojenn, ha diazezetr ar relijion roman . Mont enep ar gredenn-se a ra an istorour Titus Livius en e Istor Roma ( I-18). Aet e oa da Su Italia goude, da Grotonos, un drevadenn c'hresian. Eno e kelenne e skiant hag e breder da strolladoùigoù tud. Liammet e oa ar matematikoù hag ar vuhezegezh ken e prezegenne un doare-bevañ simpl ha kredennoù kevrinour diwar tremen an eneoù goude ar marv (ar metempsikosis).
Hervezañ e vez staget un niverenn da bep tra ha graet eo ar sonerezh diwar perzhioù an niverennoù. Tad an niverouriezh eo.

Dizoloadennoù ar bitagoridi[kemmañ]

N'eo ket sur eo bet ijinet gant Pitagoras kement a zo bet lakaet war e gont. Kavet e voe diazez ar glevouriezh pa voe tennet frouezh eus e deorienn war uhelded ar sonioù.
Dastumet eo bet teoremoù Pitagoras gant ar matematikour Euklides tri c'hantved war-lerc'h ha n'ouzer ket ha diskoachet eo bet gantañ disoc'h an teorem war an tric'horn hirgarrezek. Implijet eo evit jediñ ar c'hostez hirañ, an hipotenuzenn, pa anavezer hirder an daou all.
Taolenn al lieskementadurioù, ar c'heitadoù aritmetik ha mentoniel, teorienn ar c'henfeurioù a zo bet lakaet war e gont ivez.

Buste

Mammskridoù[kemmañ]

  • Gant Aristoteles hon eus un oberenn anvet Diwar-benn ar bitagoridi, a chom tammoù anezhi
  • Gant Demokrites ez eus urPitagore.

Levrioù e galleg diwar-benn buhez Pitagoras[kemmañ]

  • Henriette Chardak, L'énigme Pythagore, Presses de la Renaissance, 2007
  • Jean-Paul Dumont, « Pythagore », in : Les Présocratiques, Paris, Gallimard, 1988, coll. « Bibliothèque de la Pléiade » n° 345, XXVIII-1652 p., (ISBN 2-07-011139-3), p. 51-68 et 1198-1205.
  • Antoine Fabre-d'Olivet, Les vers dorés de Pythagore, Henri Veyrier, 1991
  • Jean Mallinger, Notes sur les Secrets ésotériques des Pythagoriciens, Paris, Niclaus, 1946 ; 2Patrom:Eil éd. en fac-similé, Lille, F. Planquart, 1973
  • Jean Mallinger, Pythagore et les Mystères, Paris, Niclaus, 1944 ; 2Patrom:Eil éd. revue et corrigée, Lille, F. Planquart, 1974.
  • Jean-François Mattei, Pythagore et les pythagoriciens, PUF Que-sais-je ? n° 2732, 1993
  • Mario Meunier, Les vers d'or, Pythagore, Guy Trédaniel, édition de la Maisnie, 1987
  • François Millepierres, Pythagore fils d'Apollon, les essais LXII, Gallimard, 1953
  • Michèle Negri, Le Roman de Pythagore, Buchet/Chastel, 1991
  • Léonard Saint-Michel, Les vers d'or de Pythagore, Adyar, 1991
  • Édouard Schure, Les grands initiés : esquisse de L'Histoire secrète des religions, Rama. Krishna. Hermès. Moïse. Orphée. Pythagore. Platon. Jésus, Paris, Perrin & Co.
  • Albert Slosman, Le Biblion de Pythagore - Livre des lois morales et politiques, Robert Laffont, 1980
  • Docteur Emile Strohl, Pythagore, pérennité de sa philosophie, Editions Traditionnelles, 1968

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.