Pierre-Alexis Ronarc'h

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ
 
Pierre-Alexis Ronarc'h
Plakenn ar straed Amiral Ronarc'h e Diksmuide

Pierre-Alexis Ronarc'h a oa un ofiser a vor ag ar morlu gall bet ganet d'an 22 a viz Du 1865 e Kemper (Kerne - Penn-ar-Bed) ha marvet d'ar 1añ a viz Ebrel 1940 e Pariz (Bro-C'hall). Brudet eo evit bezañ bet penn ur vrigadenn fuzuilherien-vor a zalc'has kreñv he lec'hiadur dindan ar bombezadegoù hag an tagadennoù diehan e-doug ar Brezel-bed kentañ.

15 vloaz hanter edo pa voe degemeret e Skol ar Morlu gall e Brest hag anvet e voe da letanant a vor en e 24 vloaz.

Kemer a reas perzh e Kampagn Sina e 1900 evel eilkomandant eus un unanad a 160 martolod a zalc'has penn ouzh Emsavadeg ar Vokserion. Kabiten a vor eo bet d'e 42 vloaz, an hini yaouankañ ag ar morlu gall.

E miz Even 1914 eo anvet da eilamiral ha lakaet e penn ar Vrigadenn Ronarc'h, 6 400 fuzuilher enni, emeur o sevel. Chom a raio en he fenn betek ma vo divodet d'an 9 a viz Du 1915. E 1915, ar fuzuilherien-vor o deus gouzañvet kalz dindan ar bombezadegoù hag an tagadennoù e Diksmuide, Nieuwpoort hag Ieper e Flandrez Belgia, met ne fiñvjont ket eus o lec'hiadur pa voe lazhet an hanter eus ar soudarded.
Dont a ra da vout bezamiral ha lakaet e voe da benn nerzhioù mor Norzh Bro-C'hall. Da vestr pennlu ar Morlu gall ez eas e 1919.

Skrivañ a reas e eñvorennoù brezel a voe embannet e 1921. Ijinet en deus ur ravanell-lestr nevez a dalvoudegezh vras evit kavout ar minoù-mor ha mont da anaout lec'hiadurioù ar c'herreg. E niz Pierre-Jean Ronarc'h a yeas war e roudoù ken ez eas da amiral.

Levrlennadur[kemmañ]

  • Charles Le Goffic, Dixmude, un chapitre de l'histoire des fusiliers marins, Librairie Plon, 1915;
  • Vice-amiral Ronarc'h, Souvenirs de la guerre, Embannadurioù Payot, 1921;
  • Roger Laouenan, Des demoiselles au feu : l'épopée des fusiliers marins, Embannadurioù Coop Breizh 2004.