Pierfrancesco di Lorenzo de' Medici

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Pierfrancesco di Lorenzo de' Medici
Adorazione dei Magi, gant Filippino Lippi. Gwelout a reer Pierfrancesco di Lorenzo de' Medici war bennoù e zaoulin hag e vab Giovanni il Popolano en e sav ene gichen.

Pierfrancesco di Lorenzo de' Medici, lesanvet Pierfrancesco il Vecchio (Firenze 14301476), a oa un arc'hantour ha diplomat italian eus an Tiegezh Medici, e Firenze ar XVvet kantved.

E vuhez[kemmañ]

Mab e oa da Lorenzo il Vecchio ha da Ginevra Cavalcanti, niz enta da gCosimo il Vecchio a rene e kêr Firenze, ha kenderv da Piero il Gottoso ( a renas goude marv e dad Cosimo e 1459).

Goude marv e dad e 1440, hag eñ en e 10 vloaz, e voe savet gant e eontr Cosimo.

Kaset e voe da gannad meur a wech, da-vet ar pab e 1458, da-vet Markiz Mantova e 1463. Anvet e voe da Priore delle Arti e 1459. Goude marv Cosimo e 1464 edo Pierfrancesco a-du gant e genderv Piero da gentañ, met treiñ a reas en e enep ken e kemeras perzh en irienn c'hwitet Luca Pitti e 1466. Pardonet e voe e ober gant e genderv Piero ha kenderc'hel a reas gant e labour e bank an tiegezh.


Dimeziñ ha bugale[kemmañ]

E 1451 e timezas da Laudomia Acciaiuoli, ha daou vab o doe:

Anvet e voent Popolano evit ober ar c'hemm gant tiegezh o c'henderv, an tirant Piero il Fatuo.

Marv[kemmañ]

Mervel a eure e 1476 hag advabet e voe e vugale gant o eontr Lorenzo il Magnifico.

Liammoù diavaez[kemmañ]