Philippe de Montmorency, kont Hoorn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kont Hoorn

Philippe de Montmorency (1524-5 a viz Mezheven 1568), anavezet ivez evel kont Altena ha kont Horn, a oa mab da Jeanne Egmont ha d'he fried kentañ Joseph de Montmorency. Titl kont Horn a deuio dezhañ a-berzh eil pried e vamm, Jean de Horn.

Dimeziñ a reas da Anne Walburge de Neuenhar. Servij a reas an impalaer Karl V, ha graet e voe marc'heg eus Urzh ar Maoutken aour en 1555. En emgann Saint-Quentin (1557), e oa e penn askellad dehoù an arme war droad gant kont Mansfeld da vare an arsailh a-enep ar c'honestabl gall Anne de Montmorency.

Sevel a reas a-du gant emsavadeg ar Gorgerien a-enep politikerezh Fulup II, roue Spagn. Abalamour da se e voe dibennet war urzh Ferdinand Alvare de Tolède, dug Alba. Dibennet e voe e leurgêr vras Brusel war un dro gant kont Egmont, d'ar 5 a viz Mezheven 1568.

Liammoù diavaez[kemmañ]