Philippe d'Orléans (1674-1723)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Nuvola apps kworldclock.svg Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad: krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.

Philippe d'Orléans (1674-1723), Rejant Bro-C'hall

Fulup II Orleañs (Philippe d'Orléans e galleg), ganet d'an 2 a viz Eost 1674 e Saint-Cloud, Bro-C'hall, ha marvet d'an 2 a viz Kerzu 1723 e Versailhez, a oa un niz d'ar roue gall Loeiz XIV, ha Dug Chartres, dug Orléans, dug Nemours ha dug Montpensier. Rejant Rouantelezh Bro-C'hall e voe e-pad eizh vloaz, etre 1715 ha 1723, evit Loeiz XV, mab-bihan d'ar roue kozh.

E vuhez[kemmañ]

Mab e oa da Fulup Iañ Orleañs (1640-1701), breur d'ar roue Loeiz XIV, ha d'e eil pried, ar briñsez alaman, Liselotte von der Pfalz(1652-1722). Da gentañ ne oa nemet dug Chartres. Savet ha desket e voe da vezañ soudard ha diplomat, evel ma teree d'ur priñs a ouenn uhel. Troet e oa gant an istor, an douaroniezh, ar brederouriezh, hag ar skiantoù. Ne blije ket dezhañ marc'hegañ, chaseal na dañsal. Eñvor avat en doa, anaout a rae mat lignezoù tud al lez c'hall. Speredek e oa ha labourat kalz a rae. Dug Orléans e oa abaoe 1701 pa varvas e dad Philippe.

Dimeziñ[kemmañ]

Dimezet e voe, en desped dezhañ, da Françoise Marie de Bourbon (1677-1749), ur vastardez d'ar roue Loeiz XIV, pa soñje dimeziñ d'ur briñsez a renk gantañ. Un dimeziñ c'hoantaet ha mennet gant Loeiz XIV e oa, met ne voe ket gwall evurus. N'en em gleve ket an daou bried, Madame Lucifer a rae eus e wreg, met bugale o devoe memes tra.

Bugale[kemmañ]

Eizh bugel o doe, seizh merc'h hag ur mab.

  1. Mademoiselle de Valois ( 16931694) ;
  2. Marie Louise Élisabeth d'Orléans (16951719), lesanvet Joufflotte, dimezet e 1710 da Charles, dug Berry ; marvet da 23 bloaz;
  3. Louise Adélaïde d’Orléans ( 16981743), lesanvet Mademoiselle d’Orléans ;
  4. Charlotte-Aglaé d'Orléans ( 17001761), anvet ivez Mademoiselle de Valois, dimezet e 1720 da Francesco III d'Este, dug Modena ;
  5. Louis Ier d’Orléans, dug Chartres, ha goude dug Orléans (1723), lesanvet an Deol (4 a viz Eost 17034 a viz C'hwevrer 1752) ;
  6. Louise Élisabeth d'Orléans ( 17091742), Mademoiselle de Montpensier, dimezet e 1723 da Luis Iañ , roue Spagn;
  7. Philippine Élisabeth Charlotte d’Orléans (17141734), Mademoiselle de Beaujolais, marvet da 20 vloaz ;
  8. Louise Diane d’Orléans ( 17161736), Mademoiselle de Chartres, dimezet e 1732 da Louis François de Bourbon-Conti, priñs Conti; marvet da 20 vloaz.

Meur a vastard en doe ivez, en o zouez :

Philippe d'Orléans, poltredet gant Rigaud en 1689.