Philipp Iañ Hessen

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Philipp der Großmütige, pe Ar Madelezhus, pried Christina.
Philipp Iañ Hessen e Kunsthistorisches Museum, Vienna.

Philipp Iañ Hessen (1504–1567) a oa landgrav Hessen adalek 1518. Dimezet e oa da Christina von Sachsen (1505–1549). Stourm a reas a-du gant ar Brotestanted.

E vuhez[kemmañ]

Mab e oa da Wilhelm II von Hessen, landgrav Hessen, ha d'e eil pried, Anna von Mecklenburg-Schwerin. E dad a varvas e 1509, pa ne oa Philipp nemet 5 bloaz. E 1514, goude kaout bec'h gant stadoù Hessen, e teuas he mamm a-benn da vout rejantez evit he mab. Dre ma kendalc'he an traoù da dreiñ fall e voe disklêriet Philipp major en 1518, ha roet ar galloud dezhañ er bloaz goude. Torret e oa bet galloud ar stadoù gant e vamm.

Treut e oa e zeskadurezh, berr e relijion ha koulskoude e voe ur politikour a dalvoudegezh, hag e kreskas e c'halloud. Kontet e veze da vezañ speredek, hogen rok hag emgar.

En 1521, pa oa 17 vloaz, e reas anaoudegezh gant Martin Luther, ha goude ma ne oa ket troet ar c'hrennard gant ar relijion e voe hoalet gant ar beleg-se. En 1524 e troas a-du gant ar brotestantiezh hag un emglev personel a oa etrezañ hag an doueoniour ha kelenner Philipp Melanchthon. D'ar 15 a viz Mae 1525 e voe trec'h en emgann Frankenhausen war arme ar gouerien brotestant kaset gant Thomas Müntzer. Er bloaz-se en-eeun avat e nac'has kemer perzh er C'hevre enepluterian aozet gant Georg, dug Saks, ar priñs katolik.
E Gotha, e sinas un emglev gant Priñs-dilenner Saks, Johann (1468-1532), da wareziñ an holl briñsed protestant. Adalek 1526 e unanas politikerezh ha relijion pa viras ouzh dilennidigezh an arc'hdug Ferdinand de Habsbourg da Roue ar Romaned: hennezh eo a voe Ferdinand Iañ an Impalaeriezh santel goude.

Tiegezh ha bugale[kemmañ]

Rannidigezh al landgraviezh[kemmañ]

Pa varvas Philipp I Hessen e voe rannet landgraviezh Hessen etre e bevar mab:

Lennadurezh[kemmañ]

  • Jean-Yves Mariotte, Philippe de Hesse (1504-1567). Le premier prince protestant, Paris, Honoré Champion, « Bibliothèque histoire moderne et contemporaine », 2009, 320 p.