Philip Pullman

Eus Wikipedia
Philip Pullman
Philip Pullman
Philip Pullman e 2005
Obererezh romantoù evit ar yaouankiz
Ganedigezh 19 a viz Here 1946
e Norwich
Yezh skrivañ saozneg
Oberennoù pennañ
  • His Dark Materials
  • Sally Lockhart


Philip Pullman a zo ur skrivagner saoz, bet ganet d'an 19 a viz Here 1946 e Norwich (Rouantelezh-Unanet). E vugaleaj a gasas e Zimbabwe hag en Aostralia. Un diplom a dapas kaout e skol-veur Oxford. Eno eo bet kelenner ivez. Hiziv an deiz emañ c'hoazh o chom er gêr-se, asambles gant e wreg hag e vugale. Al lodenn vrasañ eus e levrioù a zo skrivet evit ar re yaouank. Azasaet en deus ivez pezhioù-c'hoari a-benn o c'hinnig d'ar re yaouank. 14 milion a skouerennoù eus e levrioù zo bet gwerzhet er bed a-bezh, en o zouez His Dark Materials (E Zanvezioù Teñval). Abaoe miz Mae 2008 e skriv senario bannoù-treset (John Blake, tresadennoù gant John Aggs) hag a vez embannet er gelaouenn The Guardian eus Breizh-Veur.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rummad Sally Lockhart[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rummad His Dark Materials[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Companion books[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.