Philibert Tsiranana

Eus Wikipedia

Philibert Tsiranana (18 a viz Here 1912 - 16 a viz Ebrel 1978) a oa ur politikour eus Madagaskar, bet prezidant kentañ ar vro adalek 1959 betek 1972.

Skolaer e voe a-raok bezañ dilennet e bodadenn vroadel Madagaskar hag e bodadenn vroadel Bro-C'hall e 1956. E 1958 e teuas da vezañ ministr kentañ an enez. Mont a reas da brezidant kentañ ar vro pa voe disklêriet an dizalc'hiezh d'ar 1añ a viz Mae 1959. Er bloavezhioù 1960 e oa e strollad politikel (ar PSD - Parti Social Démocrate de Madagascar et des Comores) an hini nemetañ aotreet e Madagaskar. E 1971 hag e 1972 e voe emsavioù er vro hag e zilez a roas Tsiranana e miz Here 1972.