Pevare gour (yezhoniezh)

Eus Wikipedia

Er yezhoniezh e vez implijet an termen pevare gour evit komz eus 'zo yezhoù 'zo, da lâret eo resisoc'h ar yezhoù algonkek hag ar yezhoù salichek, ma vez isrannet gante an trede gour e daou, o vezañ ma vez implijet gante ur gour, anvet "temek" (saoz. proximate) evit komz eus an tema pennañ (an trede gour boas), disheñvel diouzh un trede gour all, anvet "antemek" (saoz. obviative) evit trede gourioù all, graet pevare gour outañ.

Da skouer en inuktitut (gant lostgerioù o verkañ an anvioù-gwan-perc'hennañ):

pevare gour: iglua takuvaa ("gwelet a ra e di (dezhañ e-unan)")
trede gour: igluni takuvaa ("gwelet a ra e di (da unan bennak all)")


Implijoù all: ar gour mann[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Implijet e vez ivez a-wezhoù an termen "pevare gour" evit komz eus ur gour ampersonel, disheñvel diouzh an tu-gouzañv rik e yezhoù evel ar finneg, o klotaat mui-pe-vui gant ster ar gourioù one e saozneg, on e galleg, mann en alamaneg pe tothom e katalaneg, h.a.

E brezhoneg e reer alies gour mann eus ar gour-mañ dre ma n'eus raganv-gour ebet a glota gantañ, d.s.

"Kanañ a ran" ~ "Me a gan"
"Kanañ a reer" ~ *"[] a gan"

An diforc'h etre ar pevare gour hag ar gour mann[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwell eo ober an diforc'h etre ar pevare gour hag ar gour mann avat dre ma vezont diforc'het a-wezhoù gant an hevelep yezh, evel da skouer en ojibweg:

trede gour: nibaa ("kousket a ra")
pevare gour: nibaawan ("kousket a ra")
gour mann: nibaam ("kousket a reer")

Gwelit ivez:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]