Pevar Mab Emon

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Mont da : merdeiñ, klask
Ar pevar mab Emon war ar marc'h Boyard

Ar Pevar mab Emon zo tudennoù eus lennegezh Europa a gaver da gentañ en ur romant marc'hegiezh eus an XIIIvet kantved, anvet Renod Montauban. An istor-se zo ul lodenn eus ar c'helc'hiad romantoù marc'hegiezh awenet gant an impalaeriezh frank.


Taolenn

[kemmañ] Danvez an istor

Bevet o dije pevar mab Emon da vare Karl Veur. Mibien e oant d'an dug Emon (Aymon e galleg), eus Dendermonde, ha d'e wreg Aja, a vije bet c'hoar da Garl Veur. Anvet e oant Renod (Reinhold, Renaut, Reinhout er skridoù gallek), Guichard (Guiscard pe Witsard er skridoù galleek), Alard (Alart, Adelhard, pe Adelaert) ha Richarzh (pe Richard, Ritsart, Risaert e galleg). Perc'henn e oant holl, hervez ar vojenn, war ur marc'h hepken, deuet da vezañ brudet, e anv Boyard. E koad an Ardennes hag e kastell Montaoban e tremen an istor.

[kemmañ] Ar pevar mab Emon e lennegezh Europa

Bout a ra ur romant anvet Histoire des quatre fils Aymon a vez lakaet war gont Huon de Villeneuve, troubadour eus an XIIIvet kantved hag adembannet e 1829.

A-hervez, ar mab henañ Renod Montauban, brudet gant an Ariosto en Orlando furioso, goude e gurioù evel marc'heg, a vije aet da vanac'h. Froissard a zanevellas o istor en e Chronique (levrenn III, rannbennad xvnt).

Les Quatre Fils Aymon zo anv ur varrez savet gant Maoris Béjart ha Janine Charrat e 1961 ivez.

[kemmañ] Ar pevar mab Emon e lennegezh Breizh

Buhez ar Pevar Mab Emon zo ur pezh-c'hoari brezhonek , ur mister, a vije bet skrivet e 1784 gant an Tregeriad Per ar Bruno, skolaer er C'houerc'had, diwar ur pezh gallek .

Embannet e oa e 1848 gant Yann-Vari Ledan hag adembannet eo bet en XXvet kantved gant Francis Gourvil, e ti ar Gwaziou, e Montroulez e 1911.

[kemmañ] Levrlennadur

  • Buez ar Pêvar Mab Emon, duc d'Ordon, laqet e form eun dragedi, ha reizet en urz gant A.L.M.L., E montroulez, e ti Ledan, Impr.-Libr., e traon ru ar vur, 1848, skrid enlinenn
  • Huon de Villeneuve, Histoire des quatre fils Aymon, embannet gant Jean-Pierre Brès, Pariz 1829, in-32.


[kemmañ] Pennad kar

[kemmañ] Da welet

Ho pinvioù
Esaouennoù anv
Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
E yezhoù all