Perotin

Eus Wikipedia
Ur bajenn eus an Alleluia nativitas gant Perotin

Perotin, lesanvet Perotin le Grand (magister Perotinus magnus), a oa ur sonaozour gall, ganet war-dro 1160 ha marvet war-dro 1230 .

Taolennadur Perotin

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E deroù an XIIIvet kantved e labour war ar magnus liber organi (levr bras an organum) deroet da Leonin (magister Leoninus). Perotin a zo bet mestr-chapel en Iliz-Veur an Itron-Varia e Pariz. E-tro 1200 ec'h aozas oberennoù gant 3 pe 4 mouezh, diorren a reas al liessonegezh. An Organum a oa betek-henn un oberenn gant div vouezh nemetken.

A-drugarez da Anonymus IV ez eus bet gouezet muioc'h, Anonymus IV a oa ur studier saoz deuet da Bariz war e studi.

Levezon[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gantañ eo bet levezonet Steve Reich.