Perenn Elena gaer

Eus Wikipedia

Ur berenn Elena gaer a zo ur berenn Williams boazh er siros, gant chokolad tomm warni ha dienn skorn vanilhez. Ur meuz tomm ha yen eo war un dro eta. Alamandez krazet a c'hall bezañ ouzhpennet.

Dont a ra he anv eus an opera-bouf La Belle-Hélène gant Jacques Offenbach krouet e Pariz e 1864.