Peoc'h

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ar c'houlm gant ur skourr gwez-olivez er pigoz a zo un arouez brudet evit skeudennaouiñ ar peoc'h

Ar peoc'h a vez implijet evit mennegiñ un aer-gelc'h sioul pe habask e lec'h ma ne vez ket a drubuilhoù, a difreterezh pe a dabutoù. Gwechoù 'zo e vez priziet ar peoc'h evel ur pal kevredigezhel ha politikel.

Er mitologiezh gresian e oa Eirene un doueezh o skeudenniñ ar Peoc'h.

Termenadurioù[kemmañ]

Evit ar sokiologiezh ez eo ar peoc'h un emglev kenseurtiezh etre an holl dud o vevañ er gevredigezh. Ne dalvez ket n'eus ket a zivizoù er gevredigezh, met bep tro e vezont diskoulmet er sioulder hag en ur prederiañ, dreist-holl dre an eskemm.

Ar peoc'h etre ar broadoù a zo pal un toullad tud hag aozadurioù, evel m'eo bet KAB pe hiziv c'hoazh ABU.

Ostilhoù hag aozañ doareoù evit ar peoc'h[kemmañ]

E kerzh ar bloavezhioù ziwezhañ ez eus bet krouet un nebeut Skolioù-Veur a beoc'h, evel Skol-Veur evit ar peoc'h gant ABU, er Costa Rica (UPEACE), Skol-Veur ar peoc'h e Brasilia (UNIPAZ), pe Skol-Veur a beoc'h Namur, Kreizenn bedel evit ar peoc'h e Verdun.

Roet e vez kentelioù hag aozet e vez eskemmoù gouiziegezhioù pe chemet gant ar pal ledanaat obererezhioù hiniennel pe a-stroll war pe evit ar peoc'h. An aozadurioù-mañ a ra gant an ekologiezh hollek, kement hag an ekologiezh diabarzh, sokial hag evit an endro. Ganto e vez kaoz ivez eus leuskel an traoù da vont evit mont er-maez eus kelc'hiad didermen ar veñjañs pe vendetta Elles intègrent aussi la notion de résilience, pour sortir du cycle infernal de la vengeance ou vendetta.

Un toullad ANG anvet "denegour" a labour ivez evit ar c'henwerzh reizh, pe evit ma vefe muioc'h a justis, pe c'hoazh evit an adunvanidigezh etre ar bobloù ha neuze kempenn distrujoù ar gwallreuzoù naturel, ekonomikel, soudardel pe sokial. Evel Green cross, da skouer, bet krouet gant Mikhaïl Gorbatchev goude ar Glasnost ha fin URSS.

Ne c'hell bezañ tizhet ar peoc'h en ur bobl (pe e meur a hini) nemet gant un emzalc'h youlek a-berzh an holl. Ha dre-se eo ar peoc'h ur pal diaes-tre da dizhout. Ouzhpenn d'an holl aozadurioù-se ez eus paotred ha merc'hed gant ar spi e vo gweloc'h an dazont eget n'eo bet an amzer dremenet.

Peoc'h etrevroadel[kemmañ]

Ar peoc'h etre holl broadoù ar bed eo pal ar Broadoù Unanet.

Istor an aozadurioù :

Pennad kar[kemmañ]

Liammoù diavaez externes[kemmañ]