Pennaennoù Rochdale

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask


Pennaennoù Rochdale Principles a zo un teskad uhelvennadoù evit korvoiñ kevelourioù. Savet int bet da gentañ gant Kevarzhe Difraosterien Reizh Rochdale e Rochdale, Bro-Saoz, e 1844 ha talvezet o deus da ziazez evit ar pennaennoù ma korvoer kevelourioù dre ar bed-holl betek hiziv. Ar Pennaennoù Rochdale a orin a voe degemeret ent ofisiel gant an International Co-operative Alliance (Emglev Kevelourel Etrebroadel) e 1937 evel Pennaennoù Rochdale a Geveliñ. Aozerezhioù hizivaet ar pennaennoù zo bet degemeret gant an ICA e 1966 evel ar Pennaennoù Kevelourel hag e 1995 evel ul loden eus an Disklêriadur war Hevelebiezh ar Geveliñ.

Aozerezh orin (1844)[kemmañ]

  1. Ezelañ digor.
  2. Reoliañ demokratel (un den, ur vouezh).
  3. Dasparzh ar reñverioù diouzh an eskemmoù.
  4. Paeañ ur c'hampi bevennet war ar c'hevala.
  5. Neptuegezh politikel ha relijiel.
  6. Paeañ diouzhtu (kred grataet ebet).
  7. Kas ar c'helenn war-raok.

Adaoz ICA (1966)[kemmañ]

  1. Ezelañ digor, youlek.
  2. Mererezh demokratel.
  3. Amplet bevennet diwar ar fontoù piaouel.
  4. Ar reñverioù a aparchant d'an izili.
  5. Kelenn an izili hag an dud voutin hervez ar pennaennoù keveliñ .
  6. Keveliñ etre kevelourioù.

Adaoz ICA (1995)[kemmañ]

  1. Ezelañ digor ha youlek.
  2. Reoliañ demokratel an izili.
  3. Perzhiadur armerzhel an izili.
  4. Emrenerezh ha dizalc'hiezh.
  5. Deskiñ, stummañ, ha kelaouiñ.
  6. Keveliñ etre kevelourioù.
  7. Damant evit ar gumuniezh.

Gwelet ivez[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]