Penmarc'h
Eus Wikipedia
| Kumunioù Breizh | |
|---|---|
| Penmarc'h | |
| Departamant | Penn-ar-Bed |
| Bro hengounel | Kerne - Bro Vigoudenn |
| Arondisamant | Arondisamant Kemper |
| Etrekumuniezh | Kumuniezh kumunioù Su ar Vro Vigoudenn |
| Bro 'Voynet' | Bro Gerne |
| Pastell-vro votiñ | |
| Kanton | ar Gelveneg |
| Kod INSEE | 29158 |
| Kod post | 29760 |
| Maer Amzer gefridi |
Jacqueline Lazard 2001-2014 |
| Gorread | 1 639 ha = 16 39 km² |
| Hed ha led | 47° 48' 46" Norzh, 04° 20' 12" Kornôg |
| Uhelder | keitat : m bihanañ : m brasañ : m |
| Poblañs hep kontoù doubl | 5 749 (2009) |
| Stankter | 350 |
Penmarc'h a zo ur gumun eus ar Vro Vigouden, e Kerne-Izel. Gwechall e oa anvet Treoultre.
Taolenn |
An anv [kemmañ]
Dont a rafe an anv "penn marc'h" eus stumm an aodoù. N'eo ken nemet ur vartezeadenn avat. Klotañ a ra an anv brezhonek-se gant an anv "Kab Kaval" a zo e gevatal-rik hag a zo a-orin latin. Kab Kaval a ra dave d'ar rannvro istorel a-bezh a zo un tamm bihan brasoc'h eget ar Vro Vigoudenn a-vremañ.
Brezhoneg [kemmañ]
- D'an 08 a viz Here 2010 e oa bet votet live 2 ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
Douaroniezh [kemmañ]
Lec'hiet eo ar gumun e penn su bae Gwaien. Ar gumun bobletañ e kanton ar Gelveneg eo gant 5 889 e 1999 (21 813 er c'hanton).
Plaen hag izel a-walc'h eo tachennad ar gumun-se. Geunioù aod zo, anvet loc'hoù; darn zo bet disec'het da sevel tiez, e Sant-Wenole dreist-holl.
Peder rann zo er gumun:
- Bourc'h Pennmarc'h, anvet Treoultre gwechall ;
- Sant-Wenole, ar porzh-pesketa bras ;
- Keriti, porzh pesketa bihanoc'h;
- Sant-Pêr, porzh bihan.
Istor [kemmañ]
Dispac'h Gall [kemmañ]
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe graet al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Pochit, person, ha Berrou, kure, hemañ o vout deuet war e c'her, n'oa ket pell [1].
XXvet kantved [kemmañ]
- François Péron, ur pesketour eus Sant-Wenole, a voe fuzuilhet gant an Alamaned e Kerioled e Konk-Kerne d'ar 21 a viz C'hwevrer 1941; barnet e oa bet da varv e Kemper goude bout bet kannet ouzh soudarded alaman e Sant-Wenole [2];
- d'ar 6 a viz Meurzh 1943 e kouezhas ur c'harr-nij B-17F-45-BO (marilhet 42-5262 ha kodet PU-F) eus aerlu SUA (United States Army Air Forces) er mor nepell eus Sant-Yann gant dek milour en e vourzh; eizh anezhe a voe tapet gant an Alamaned, ne voe ket adkavet an daou all [3].
Monumantoù ha traoù heverk [kemmañ]
Ar C'heloù [kemmañ]
Graet e vez ar C'heloù eus ar c'herreg a gaver dirak aod Penmarc'h.
Brezhoneg [kemmañ]
- D'an 08 a viz Here 2010 e oa bet votet live 2 ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
Emdroadur ar boblañs 1793-2006 [kemmañ]

Melestradurezh [kemmañ]
Tud brudet [kemmañ]
Tud bet ganet ha douaret eno [kemmañ]
- François Péron, ur pesketour eus Sant-Wenole, bet fuzuilhet gant an Alamaned e 1941.
Tud bet marvet eno [kemmañ]
- Yann-Vari Gwilhoù, beleg, bet savet meur a gantik e brezhoneg (Patronez dous ar Folgoad en o zouez) gantañ, 1añ a viz Gwengolo 1887.
Gevelliñ [kemmañ]
Liammoù diavaez [kemmañ]
- (fr) lec'hienn ar gumun
- (br) Penmarc'h war lec'hienn Geobreizh
- (fr) mouezh Penmarc'h info
- (fr) [1]
- (fr) savete er mor
Notennoù ha daveoù [kemmañ]
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 50
- ↑ Ordre de la Libération
- ↑ Pertes USAAF Finistère