Pedro Petrone

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Pedro Petrone Schiavone (lesanvet Perucho pe l'Artillero), bet ganet d'an 11 a viz Mae 1905 e La Comercial (ur c'harter eus Montevideo (Uruguay)) hag aet da Anaon d'an 13 a viz Kerzu 1964 er memes kêr, a oa ur melldroader etrebroadel uruguayat (araoger kreiz e bost dezhañ war an dachenn).

E vicher[kemmañ]

Er c'hleuboù[kemmañ]

Sed amañ da-heul ar c'hleuboù mell-droad en devoa c'hoariet enne :

Diskouez a reas bezañ ur paler hep e bar : bezañ e voe peder gwech gwellañ goleador Primera División de Uruguay (d'ar mare amatour) ha capocannoniere Seria A italian e 1932 (pemp pal warn-ugent, rampo gant Angelo Schiavio).

E skipailh broadel Uruguay[kemmañ]

Nav gwech warn-ugent en devoa douget krez La Celeste[1] etre 1923 ha 1930, ha merket pevar fal warn-ugent.

Copa América[kemmañ]

Kemeret en devoa perzh Pedro Patrone e pevar dalc'h, aet ar maout gantañ dre ziv wech (e 1923 ha 1924), renket da eil e 1927 ha da drivet e 1929. Sed amañ da-heul ar c'hrogadoù en devoa c'hoariet gant e skipailh broadel :

Deiziad Lec'h Krogad Merk
4 a viz Du 1923 Estadio Gran Parque Central (Montevideo) Uruguay - Paraguay 2-0
25 a viz Du 1923 Estadio Gran Parque Central Uruguay - Brazil 2-1
2 a viz Kerzu 1923 Estadio Gran Parque Central Uruguay - Arc'hantina 2-0

Gant e dri fal ez eas da wellañ paler ar genstrivadeg, rampo gant an arc'hantinat Vicente Aguirre.

Deiziad Lec'h Krogad Merk
19 a viz Here 1924 Estadio Gran Parque Central Uruguay - Chile 5-0
26 a viz Here 1924 Estadio Gran Parque Central Uruguay - Paraguay 3-1
2 a viz Du 1924 Estadio Gran Parque Central Uruguay - Arc'hantina 0-0

Gant e bevar fal ez eas da wellañ paler ar genstrivadeg ha, kement hag ober, dilennet e voe da wellañ c'hoarier ivez.

Deiziad Lec'h Krogad Merk
6 a viz Du 1927 Estadio Nacional del Perú (Lima) Uruguay - Bolivia 9-0
20 a viz Du 1927 Estadio Nacional del Perú Arc'hantina - Uruguay 3-2

Gant e dri fal ez eas da wellañ paler ar genstrivadeg, rampo gant ar c'hoarierien arc'hantinat Alfredo Carricaberry ha Segundo Luna koulz hag e genvroiz Roberto Figueroa ha Héctor Scarone.

Deiziad Lec'h Krogad Merk
1añ a viz Du 1929 Estadio Alvear y Tagle (Buenos Aires) Paraguay - Uruguay 3-0

C'hoarioù Olimpek hañv[kemmañ]

Ezel e oa eus ar skipailh a yeas ar vedalenn aour gantañ da-geñver C'hoarioù Olimpek hañv 1924 (e Pariz, Bro-C'hall) ha C'hoarioù Olimpek hañv 1928 (en Amsterdam, Izelvroioù). En degouezh diwezhañ-mañ ez eas da wellañ paler ar gevezadeg a-drugarez d'ar seizh (7) pal en devoa plantet e-barzh.

Krogadoù a vignoniezh[kemmañ]

Copa Lipton[kemmañ]

  • 29 a viz Eost 1927 e Buenos Aires : Arc'hantina 0-1 Uruguay,
  • 21 a viz Gwengolo 1928 e Montevideo : Uruguay 2-2 Arc'hantina,
  • 28 a viz Gwengolo 1929 e Buenos Aires : Arc'hantina 0-0 Uruguay.

Copa Newton[kemmañ]

Kib vell-droad ar bed[kemmañ]

Kemeret en devoa perzh en un dalc'h hepken :

Liamm diavaez[kemmañ]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ]

  1. Unan eus al lesanvioù a zo bet roet da skipailh mell-droad Uruguay.