Pedro Iañ Portugal

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Pedro Iañ, roue Portugal.

Pedro Iañ (Coimbra 1320-1367 Estremoz), eizhvet roue Portugal, a oa mab d'ar roue Afonso IV ha da Beatriz Kastilha e bried. Lesanvet e voe O Justiceiro, hag ivez O Cruel, O Cru, O Vingativo, abalamour d'an nerzh a lakaas en e zial goude muntr e serc'h Inês de Castro, hag ivez O-Até-ao-Fim-do-Mundo-Apaixonado (an hini orgedet ken fin ar bed).

Ne oa ket o ren c'hoazh pa oa bet dimezet da Constance. E-touez dimezelled ar rouanez e kavas ur plac'h yaouank, Inês de Castro. Bec'h a savas abalamour dezhi etre tad ha mab. Muntret e voe, marteze war urzh ar roue Afonso IV en 1355. N'eas ket an traoù war wellaat etre roue hag infant goude se: div wech e kemeras Pedro an armoù a-enep d'e dad.

Mervel a reas Afonso e 1356.

Roue[kemmañ]

Kerkent ha kurunennet Pedro en 1357 ec'h embannas ar roue yaouank e oa bet dimezet da Inês ur pennadig a-raok he marv hag e felle dezhañ e vije graet rouanez Portugal anezhi. Daoust da se n'eus roud ebet skrivet eus eured ebet.


Roue e voe adal 1357.