Paul Verhoeven

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Paul Verhoeven e Festival filmoù an Izelvroioù e 2006

Paul Verhoeven, bet ganet d'an 18 a viz Gouere 1938 en Amsterdam, zo ur filmaozer izelvroat. Al lod brasañ eus e filmoù en deus aozet e Stadoù-Unanet Amerika (RoboCop, Total Recall, Basic Instinct, Showgirls).

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Studiañ reas ar skiantoù fizik hag ar matematik e skol-veur Leiden. Goude-se ez eas da vorlu an Izelvroioù ma teskas sevel teulfilmoù. Goude-se e kavas labour gant chadennoù skinwel an Izelvroioù. Berzh a reas gant an heuliad skinwel Floris e 1969. E film kentañ, Wat Zien Ik? (1971) e ditl, ne voe ket degemeret mat-tre. Met berzh a reas en Izelvroioù e 1973 gant Turks Fruit. Tamm-ha-tamm e teuas a-benn da vezañ brudet e diavaez e vro, gant filmoù evel Soldaat van Oranje (bet ur priz Golden Globe) hag ez eas da chom da Stadoù-Unanet Amerika. Degouezhet eno e cheñchas penn-da-benn : stagañ a reas gant filmoù feuls ha ker evel RoboCop (1987) ha Total Recall (1990), ma veskas dudi ha preder war stad ar gevredigezh (dreist-holl hini ar Stadoù-Unanet). Berzh a reas ivez gant Basic Instinct (1992), padal e c'hwitas gant Showgirls (1995). E 1997 hag e 2000 e reas berzh en-dro gant filmoù feuls : Starship Troopers ha Hollow Man. Ne voe ket degemeret mat-tre Starship Troopers gant ar vurutellerien amerikan a soñjas dezho e oa ur film ma save a-du Verhoven gant ar faskouriezh.

E 2005 e tistroas d'an Izelvroioù da aozañ Black Book, ur film diwar-benn an Eil Brezel-bed.

E oberenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Filmaozer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er skinwel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1968 : Portret van Anton Adriaan Mussert
  • 1969 : Floris
  • 1979 : Voorbij, voorbij
  • 1983 : The Hitchhiker

Sinema[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Filmoù berr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1960 : Een hagedis teveel
  • 1961 : Niets bijzonders
  • 1962 : De Lifters
  • 1963 : Feest
  • 1965 : Het Korps Marinier
  • 1970 : De Worstelaar
Filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Senaroour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

  • 1977 : Soldaat van Oranje
  • 1985 : Flesh and Blood

Aktor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1994 : A Century of Cinema gant Caroline Thomas

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]