Paul Iribe

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Tresadenn tennet eus dastumad Paul Poiret (1908)

Paul Iribe (18 a viz Even 1883 en Angoulême - 21 a viz Gwengolo 1935 e Roquebrune) a oa un tresour hag ur c'hinklour gall. Gwelet e vez evel unan eus diaraogerien an arz kinklañ.

E vuhez[kemmañ]

Goude bezañ studiet e skol arzoù-kaer Pariz e labouras Paul Iribe evel tresour evit meur a gelaouenn evel Le Rire, Le Sourire, ha L'Assiette au beurre. E 1906 e krouas ur gelaouenn vroadelour anvet Le Témoin. Ur gazetenn nevez e oa a-fet kinnig, hag embannet e voe betek 1910.

E 1908 e tresas les Robes de Paul Poiret racontées par Paul Iribe diwar c'houlenn Paul Poiret. Nevez e oa doare an albom-se, hag ur skouer e teuas da vezañ evit a sel ouzh katalogoù dilhad. E 1914 e lakaas embann Le Mot, asambles gant Jean Cocteau. En holl e voe embannet 20 niverenn eus ar gelaouenn-se. Er memes koulz ez eas d'ar Stadoù-Unanet ha 6 vloaz e chomas eno : rener arzel Cecil B. DeMille e voe, ha labourat a reas war 16 film, stumm digomz an Dek gourc'hemenn en o zouez.

Azalek 1913 e krouas Iribe pezhioù-arrebeuri evit tud evel Paul Poiret, Jeanne Lanvin, Coco Chanel ha Jacques Doucet. Er pezhioù-arrebeuri savet gantañ e vez merzet e voe levezonet gant pezhioù annez an XVIIIvet kantved.

Evit a sell ouzh an arz kinklañ e voe dedennet gant meur a dachenn anezhañ : bravigoù, danvez, avelerien, levrioù evit ar vugale, kartennoù-post... Un tres brudet hag arouezius eus an arz kinklañ anvet « rozenn Paul Iribe » a voe krouet gantañ. Bruderezh a savas ivez, da vrudañ merkoù evel hini ar gwerzher gwin Nicolas ha da vrudañ ar mordreizher Normandie.

E 1933 e stagas en-dro gant ar gelaouenn Le Témoin ha 69 niverenn a voe embannet. Ur gelaouenn enepparlamant e oa, ha taer e voe ar pennadoù a enni da vare afer Stavisky.

Levrlennadur[kemmañ]

  • Raymond Bachollet, Daniel Bordet, Anne-Claude Lelieur, Paul Iribe, embannadurioù Denoël, 1982