Paul Duhem

Eus Wikipedia

Paul Duhem (1919 e Blandain - 1999) a oa ul livour belgiat.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant e dud-kozh e voe desavet. Ar skol a guitaas d'an oad a 14 vloaz, hag e labouras evel mevel e meur a di-feurm. E-pad an Eil Brezel Bed e voe gloazet hag harluet, hag abalamour da se e vo kaset d'ur bredospital.

E 1978 e voe degemeret en un oaled, hag eno e kasas lod brasañ e amzer o liorzhañ. Daouzek vloaz goude, d'an oad a 70 vloaz,e tilezas al liorzhañ hag e stagas gant an tresañ. En ur stal-labour e trese.

A-zevri-kaer e trese, ha diehan e tresad betek e varv. Tud ha dorioù eo an dodennoù pennañ a gaver en e oberennoù.

Un diskouezadeg vras eus e oberenn a-bezh a voe aozet en Dastumad Arz garv e Lausanne e-keit ma oa bev.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]