Paul Émile Chabas

Eus Wikipedia

Paul Émile Chabas (7 a viz Meurzh 1869 e Naoned10 a viz Mae 1937 e Pariz) a oa ul livour hag ur skeudennaouer gall ezel eus Akademiezh an arzoù-kaer.

Ur Mintin e miz Gwengolo, 1912, eoullivadur war lien, Metropolitan Museum of Art, New York

Chabas a zeskas gant William-Adolphe Bouguereau ha Tony Robert-Fleury. E oberennoù a voe diskouezet evit ar wech kentañ e Saloñs Pariz e 1890. Da-geñver Diskouezadeg Etrevroadel 1900 e voe roet ar vedalenn aour dezhañ, hag ar vedalenn a enor e 1912. Livañ merc'hed e noazh e endroioù naturel eo ar pezh a blije ar muiañ dezhañ. Abalamaour d' e daolenn vrudetañ, Ur Mintin e miz Gwengolo (1912) he zitl, e savas reuz er Stadoù-Unanet e miz Mae 1913. Anthony Comstock, hag eñ e penn New York Society for the Suppression of Vice, a glemmas dre ma kave dezhañ e oa un daolenn dizere. Kalz trouz a voe da-heul, hag kalz eilennoù eus Ur Mintin e miz Gwengolo a voe gwerzhet er bloavezhioù da-heul. Gwelet e vez an daolenn-se evel ur skouer eus an arz kitsch.

Er bloavezhioù 1890 e skeudennaouas levrioù bet skrivet gant Paul Bourget hag Alfred de Musset. E 1921 e teuas da vezañ ezel eus Akademiezh an arzoù-kaer, hag al Légion d’honneur a resevas e 1928. Etre 1925 ha 1935 he was prezidant Kevredigezh an Arzourien C'hall.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.