Patty Pravo

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Patty Pravo eo anv-micher Nicoletta Strambelli, ganet d'an 9 a viz Ebrel 1948 e Venezia, ur ganerez italian brudet en he bro. E 1966 e voe embannet he fladenn single kentañ, « Ragazzo triste ». En 2011 e oa an eizhvet gwech dezhi kemer perzh e kenstrivadeg ar c'hanaouennoù italianek e Sanremo.

Patty Pravo o kanañ.