Patas
Eus Wikipedia
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Urzhiad : | Primates | ||||
| Kerentiad : | Cercopithecidae | ||||
| Genad : | Erythrocebus | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Erythrocebus patas Schreber, 1775 |
|||||
|
|||||
Ar patas (Erythrocebus patas) a zo ur marmouz eus kornôg ha reter Afrika. Ar spesad nemetañ eo er genad Erythrocebus.
[kemmañ] Doareoù pennañ
Etre 60 ha 90 eo hirder e gorf ha 10 kg e bouez. Hir eo e lost (war-dro 60 cm). Hir ha fin eo e gorf hag e izili. Rous eo e gein hag arwenn e gof, e zremm hag e izili.
Pa red war an douar eo ar patas ar marmouz primañ.
A-strolladoù 10 hinienn e vev. Difennet e vez ar parezed hag ar re vihan gant ar pared.