Pas (barrez)

Eus Wikipedia

E barrez klasel ec'h implijer an termen pas evit deskrivañ un heuliad pazoù ma vez savet un dañs warnañ. Tra ma vez implijet ar ger gallek-mañ e Frañs, Europa ha Rusia, dre vras ec'h implijer ivez ar ger saoznek combination ("kenaozadenn") er broioù saoznek.

Implijout a reer an termen ivez en un doare ledanoc'h evit komz eus un heuliad ("suite") dañsoù resis, da skouer pas de deux, grand pas d'action hag all.

Kevatal e c'hell bezañ ivez ouzh ar ger variation.

Evit doareoù dañs all, da skouer jazz, hip-hop, tap hag all, ec'h implijer kentoc'h ar ger saoznek routine.