Parisina Malatesta
|
|||||||||||
Parisina Malatesta a veze graet eus Laura Malatesta[1], (1404-Ferrara, 21 a viz Mae 1425), a oa merc'h da Andrea Malatesta, aotrou Cesena[2], ha d'e eil pried Lucrezia Ordelaffi[3]. Parisina a oa nevez c'hanet pa voe kontammet he mamm gant he zad Cecco Ordelaffi[4] ha kreskiñ a reas e lez he eontr Carlo Malatesta e Rimini[5].
Taolenn |
Dimeziñ [kemmañ]
Dimeziñ a reas pa oa 10 vloaz e Ravenna e 1414, da Niccolò III d'Este, markiz Ferrara, intañv abaoe meur a vloaz goude marv e wreg kentañ , Gigliola da Carrara.
Degouezhout a reas e Ferrara a-greiz ma oa ar vosenn oc'h ober he reuz.[6]. O chom edo e tour ar Rigobello, dindan al levraoueg, hag pber a reas war-dro adkempenn he lojeriz[7] . O chom e voe Parisina ivez en Delizia di Consandolo, savet gant Nicholò.[8]
En 1424 [9] e reas ur veaj da vont da welout he zud. Ambouget e oa, hervez c'hoant an dug, gant Ugo d'Este, mab da Nicholò, hag e serc'h Stella de 'Tolomei. Degouezhet e Ravenna e c'hallas an daou yaouank ober gwelloc'h anaoudegezh an eil gant egile ha mont pelloc'h en o darempred. Kenderc'hel a rejont d'en em welout e kuzh goude an distro da Ferrara: en em gavout a raent en delizie di Belfiore, Fossadalbero e Quartesana.[10]
Bugale [kemmañ]
Tri bugel he doe gant he fried, div verc'h gevell hag ur mab[11]::
- Lucia d'Este (1419-1437), a zimezas hag a varvas en yaouank[12];
- Ginevra d'Este (1419-1440), a zimezas da Sigismondo Malatesta, hag a c'hallfe bezañ bet kontammet gantañ [13].
- Alberto (1421) a varvas en bihanik.
Orged [kemmañ]
Orgediñ a reas ouzh Ugo d'Este, mab bastard he fried, tapet e voe, bac'het ha dibennet.
Arzoù ha lennegezh [kemmañ]
Awenet ez eus bet meur a arzour gant an istor skrijus :
- Bandello a skrivas ar romant Ugo and Parisina,
- George Byron a skrivas ar varzhoneg Parisina en 1816,
Notennoù [kemmañ]
- ↑ http://www.castelloestense.it/ita/castello/storia/personaggi.html#biografie
- ↑ http://scorpion73.splinder.com/archive/2007-08
- ↑ http://www.comune.rimini.it/servizi/citta/storia_di_rimini/-donne_di_rimini/pagina44.html
- ↑ http://www.comune.rimini.it/servizi/citta/storia_di_rimini/-donne_di_rimini/pagina44.html
- ↑ http://scorpion73.splinder.com/archive/2007-08
- ↑ http://www.parente.fe.it/maria_teresa_mistri/ferrara/fatti_miracoli_leggende/ugo_e_parisina.htm
- ↑ http://www.parente.fe.it/maria_teresa_mistri/ferrara/fatti_miracoli_leggende/ugo_e_parisina.htm
- ↑ http://www.provincia.fe.it/sito?nav=31;129&doc=9C27C7073038F7ACC125702C003891B7
- ↑ http://trionfi.com/0/d/13/index.php
- ↑ http://www.parente.fe.it/maria_teresa_mistri/ferrara/fatti_miracoli_leggende/ugo_e_parisina.htm
- ↑ http://trionfi.com/0/d/13/index.php
- ↑ http://trionfi.com/0/d/13/index.php
- ↑ http://trionfi.com/0/d/13/index.php
