Paradoksoù Zenon

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Paradoksoù Zenon zo un hollad eizh paradoks ijinet gant Zenon Elea evit reiñ skor da gelennadurezh e vestr Parmenides, a lavare e oa faos kement tra a oa splann da bemp skiant an den hag ez eo dibosubl ar fiñval.

Meur a hini eus an eizh paradoks-se zo deuet betek ennomp, dre ma'z int bet adkontet gant Aristoteles en e Fizik, pe gant Simplicios en un displeg diwar e bouez, ha kenkoulz ha kenkoulz int o-daou. Darn eus ar paradoksoù a zo bet kavet aes da ziarbenn, en Henamzer zoken. Tri eus ar re diaesañ eo paradoks Akilles hag ar vaot, hini ar maen taolet ouzh ur wezenn, ha hini ar saezh o nijal. Diskoulm ebet ne voe kinniget dezho a-raok ar XVIIvet kantved , pa ziorroas ar matematikoù diwar-benn an heuliadoù didermen.

Ar paradoksoù[kemmañ]

Akilles hag ar vaot[kemmañ]

Hervez Zenon e vije bet an haroz Akilles, skañv e droad hervez ar vojenn, o c'hoari ouzh ur vaot en ur redadeg.

Paradoksoù Zenon a oa ur rouestlad a bouez da brederourien an Henamzer hag ar Grennamzer.