Pape Sy

Eus Wikipedia
Pape Sy e 2017

Pape Sy a zo ur c'hoarier basketball ganet e Loudieg d'ar 5 a viz Ebrel 1988.

Ganet eo bet pa oa e dad c'hoarier evit skipailh Loudieg er pevare rummad[1]. Krog eo gant ar basket du-hont ha buan a-walc'h e voe dibabet gant skipailh poñsin Aodoù-an-Arvor[2]. Da 12 vloaz e rankas dilojañ d'an Havr-Nevez ma teuas da vezañ c'hoarier a-vicher dindan roched STB e ProB (an eil rummad) e 2007. D'ar 24 a viz Mezheven 2010 e voe dibabet gant skipailh Atlanta Hawks e eil tro an draft[3]. E-giz-se e teuas da vezañ ar Breizhad kentañ da vezañ c'hoariet en NBA, kampionad basket ar Stadoù-Unanet, o kemer perzh en ur c'hrogad a-enep Indiana Pacers d'an 8 a viz Ebrel 2011[4]. Seizh gwezh eo bet war an dachenn e-kerzh e vloavezh kentañ er Stadoù-Unanet[5]. D'ar 26 a viz Eost 2011 e tibab distreiñ da Vro-C'hall ken ma ne vo ket echu harz-labour ar c'hoarierien NBA: c'hoari a raio krogadoù kentañ kampionad ProA dindan roched Gravelines[6].

Kluboù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 2007-2010. STB Le Havre
  • 2010-2011. Atlanta Hawks
  • 2011-2012. BCM Gravelines
  • 2012-2013. MSB le Mans Basket

Mamennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]