Paoell kevreadurezhel

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Implijet e vez an termen yezhoniel paoell kevreadurezhel (saoz.: syntactic pivot) evit komz eus arguzenn ar verb ma "tro" ar frazenn tro-dro dezhi.

Setu deskrivet un tammig hiroc'h perzhioù resis ar paoell kevreadurezhel hag e liamm gant elfennoù all er frazenn:

  • M'en deus ar verb un arguzenn pe muioc'h (arguzenn 0 +1) e talvez neuze unan eus an arguzennoù se da baoell kevreadurezhel;
  • Ma kendoni ar verb gant unan eus e arguzennoù d'an nebeutañ, neuze e kendoni ivez gant ar paoell kevreadurezhel;
  • E frazennoù kenurzhiet, er yezhoù ma c'heller argas un arguzenn eo ar aoell kevreadurezhel an arguzenn argaset

Tennañ a ra an daou berzh deskrivet a-us d'ar vorfezkevreadurezh (saoz. morphosyntax), ha talvezout a reont kement hag eo ar paoell kevreadurezhel rener ar frazenn en darn vrasañ eus yezhoù Europa.

Luziet eo an trede perzh deskrivet e brezhoneg avat ha gwelloec'h e displegañ gant skouerioù tennet diwar ar saozneg. E saozneg e n'heller ket implijout ur verb hep rener (un anv pe ur raganv) ha n'hell ket ur veb kaout ur renadenn eeun hep rener ebet ha kendoniañ a ra ar verb tamm-pe-damm gant ar rener (dibenn -s eveit an trede gour unander en amzer a-vremañ), da skouer:

I shot the deer and killed it
(me.tennis.ar c'harv.ha.lazhis.eñ)
("Tennañ a ris (war) ar c'harv hag e lazhañ (a ris)")

Viv lavarenn genurzhiet ez eus er frazenn-mañ ha n'eus rener hewel ebet en eil lavarenn, met dre ma'c'h eo ar paoell kevreadurezhel rener ar gentañ lavarenn e ranker kompren ec'h eo rener an eil lavarenn kevatal da hini an hini gentañ (I; "me").

N'heller ket argas ur renadenn eeun evel-hen e saozneg avat ha ma teufe ar frazenn da vezañ amreizh he yezhadur, da skouer:

*I shot the deer and (I) killed.

Liammet emañ a ra ar paoell kevreadurezhel ouzh steudadur morfezkevreadurezhel ur yezh: er yezhoù gante ur framm nominativel-akuzativel eo rener ar frazenn ar paoell kevreadurezhel (da lâret eo an arguzenn merket evel nominativel); er yezhoù gante ur framm Ergativel-absolutivel e c'hell bezañ ar paoell kevreadurezhel an arguzenn merket evel absolutivel met n'eo ket dre ret atav rak ral eo ar yezhoù peurergativel ha peurliesañ e vez implijet gant ar yezhoù ergativel perzhioù morfologel ergativel diouzh un tu ha perzhioù kevreadurezhel akuzativel diouzh an tu all war un dro.

Er yezhoù implijet gante an tu gouzañv e c'hell bezañ implijet an tu-se evit ma c'hell kemmañ perzh semantikel ordin (eus graer da c'houzañver) en ur frazenn genurzhiet, da skouer:

He worked hard and was awarded a prize
("Labourat kalet a reas(-eñ) ha roet a oa bet ur priz dezhañ")

Gwelit ivez[kemmañ]