Pallas merc'h Triton

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Pallas (Παλλάς / Pallás e gregach) a oa merc'h da Driton ha kenc'hoarierez an doueez Atena en amzer o yaouankiz, savet an eil gant eben e ti Triton.

Un deiz ma oant o c'hoari brezel e voe lazhet Pallas gant Atena. An doueez, kerse ganti neuze, a aozas un delwenn dezhi, ar Palladion, a lakaas e-kichen an doue Zeus. Met distrujet e voe gantañ.

Hervez Herodotos [1]e oa ul lid da Atena gant tud Libia . Tud eus ar meuriadoù Machlyan hag Auseans en em gannen hag ar re a varve a oa brudet da vout falsgwerc'hezed .

Mojennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Lennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Herodotos, An Istorioù, 4.180.