Paleoantropologiezh

Eus Wikipedia
Klopennoù un Homo sapiens, ur chimpanze, un orangoutan hag ur makak

Ar baleoantropologiezh, pe henzenoniezh, zo ur rann eus an antropologiezh.

Plediñ a ra gant an dizoleiñ hag an dielfennañ aspadennoù karrekaet hag arkeologel a denn d'ar 15 milion a vloavezhioù diwezhañ.

Daou bal zo d'ar skiant-se:

Aspadennoù studiet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Studiet e vez gant ar baleoantropologourien aspadennoù karrekaet hon diagentidi. Dre ma'c'h a buan da get ar gwiadoù blot ne chom eus an hominide koulz lâret nemet gwiadoù kalet: eskern ha dent. Gant ar roadoù-se e c'hell ar skiantourien dont a-benn da reiñ displegadennoù war an doare da fiñval, war diorroadur ar reoloù-boued, war ar c'hleñvedoù...

An diaesterioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An diaester brasañ en em gav ar baleoantropologourien gantañ eo an diouer a zanvez. Nebeut a eskern zo bet kavet e-keñver hirder ar prantad amzer studiet. Ouzhpenn da se e vezont alies a-strew ha distumm. Ral-kenañ eo ar c'horfoù-eskern adkavet en o fezh.

An diouer a ditouroù zo kaoz eus an displegadennoù disheñvel a vez kinniget e diorroadur mab-den.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Objets et méthodes en Paléoanthropologie, gant Olivier Dutour (...), embannet gant CTHS
  • Le Collier de Néandertal, gant Juan Luis Arsuaga, embannet gant Odile Jacob