Pakalitha Mosisili

Eus Wikipedia

Bethuel Pakalitha Mosisili (ganet d'ar 14 a viz Meurzh 1945) zo ur politikour eus Lesotho, bet ministr kentañ ar vro e-pad 14 vloaz.

Adalek 1993 eo bet ministr hag e 1998 e voe lakaet e penn ar strollad LCD (Lesotho Congress for Democracy), savet bloaz a-raok gant Ntsu Mokhehle. D'ar memes bloaz e voe trec'h an LCD en dilennadeg ha lakaet Mosisili da vinistr kentañ Lesotho. Chom a reas er garg-se betek miz Even 2012. E miz C'hwevrer 2012 e oa aet kuit diouzh an LCD ha savet e strollad, an DC (Democratic Congress)[1].

Hervez ur sontadeg e oa Mosisili e-touez ar pemp penn-Stad afrikan displijet ar muiañ ar bobl gante.

Daveenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. [1] e Jeune Afrique, 27/05/2012