Pòrt Cròs

Eus Wikipedia
Pòrt Cròs
enezenn
Rann eusInizi Ieras Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
E tiriadIeras, Var Kemmañ
Gwerzhid-eurUTC+01:00, UTC+02:00 Kemmañ
En un takad gwarezetPort-Cros National Park Kemmañ
War riblMor Kreizdouar Kemmañ
Lec'hiadurInizi Ieras Kemmañ
Daveennoù douaroniel43°0′4″N 6°23′43″E Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.hyeres.fr/les-iles-dor Kemmañ
Map

Pòrt Cròs (Port-Cros e galleg) zo un enezenn en enezeg Inizi Ieras, 650 hektar he gorread, 4 km he hed ha 2,5 km he led, an hini uhelañ (194 m) en enezeg.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pòrt Cròs, Porcairòla hag Illa dau Levant az a da sevel enezeg an Inizi Aour. E-keñver an douarouriezh ez eo stag an enezeg ouzh Torosad ar Mauras : 20 000 bloaz zo e kreskas live ar mor abalamour da deuzidigezh ar skorn, hag an dour a veuzas an douar o liamme.

Roudoù zo eus tud a veve dija war an inizi-se en IIIe kantved kt JK. Korvoet e oa, piaouiet eo bet, kreñvaet ivez hag anavezet eo bet a-drugarez da savadurioù ar Romaned. Annezidi Inizi Ieras a veze alies taget ha piaouiet gant morlaeron ha kourserien adalek an XIIvet kantved. Unan eus ar gourserien-hont e voe Khizir Khayr ad-Dîn (~1746-1546).

Etre ar Brezel-bed kentañ hag an Eil Brezel-bed ec'h eo deuet an enezeg da vezañ ul lec’h a ouiziegezh hag a arz. A-drugarez d'an itron Marceline Henry (1884-1966, en em stalias war an enezenn e 1921, ez eo bet miret Pòrt Cròs e ratre vat. Etre 1925 ha 1938 e voe feurmet Kreñvlec'h ar Gedva gant ar skrivagner Jean Paulhan (1884-1968), rener an Nouvelle Revue Française (NRF), hag ar skrivagner all Jules Supervielle (1884-1968) en em stalias e Kreñvlec’h ar Vilin. An dud-se o deus desachet skrivagnerien brudet evel André Gide (1869-1951), Paul Valéry (1871-1945), Saint-John Perse (1887-1975), Marcel Arland (1899-1986) hag André Malraux (1901-1976).

Ar c’houblad Henry a gare a-greiz-kalon o enezenn ha gouzout a raent e oa pinvidik he glad. Pediñ a raent eta naturalourien ha skiantourien a bep seurt a listenne o c'havadennoù. Dileuridi Kevredigezh Broadel Gwarez an Natur e oant, neuze e raent e seurt da neataat an enezenn ha da reoliañ an touristerezh.

Ar Park broadel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1937 e voe lakaet Pòrt Cròs e gwerzh. Diwar intrudu Marceline Henry e voe gwerzhet d'an itron Paule Desmarais ha krouet Park Broadel Porzh-Cros d’ar 14 a viz Kerzu 1963.

Ar Park-se eo ar c’hentañ Park morel en Europa. Ur glad naturel, sevenadurel hag istorel pinvidik zo ennañ a-drugarez dreist-holl d’ar fed m’eo savet gant inizi. Ennañ e c’heller kavout 602 spesad plant war an douar, 500 spesad bezhin, 144 spesad evned en o zouez 44 spesad a sav neizhioù, 180 spesad pesked hag un nebeud spesadoù douarel lec’hel evel Discoglossus sardus, un touseg bihan, hag Euleptes europaea, ur stlejvil bihan kar d'ar geko a zigresk an niver anezho.

Dismantroù roman zo er Park, 18 kreñvlec’h a ranker gwareziñ hag ober war o zro (daou anezho a vez digor d’an douristed ), dourbontoù, tiez-feurm kozh, stankelloù anvet restanques (provañseg : restanco, okitaneg : restanca), puñsoù a vez kuzhet gant ar glasvez hag a ziskouez ar greanterezh hag ar gounezerezh a oa war an inizi gwechall. Un tregont bennak a beñseoù bigi hag a aspadennoù henoniel zo testoù eus un amzer gozh a eskemmoù kenwerzhel etre pobloù ar Mor Kreizdouar. Mirdioù ha tiez dodennel a sikour da gompren en inizi ha d'o anavezout.

War un dachenn vihan en em led ar Park : 700 hektar war an douar ha 1 288 hektar er mor evit enezeg Pòrt Cròs, met ur perzh arouezus en deus er Mor Kreizdouar. D’ar “galon” gentañ-se ez eo bet ouzhpennet e 2012 ur galon all, enezenn Porcairòla, en em led war 1 200 hektar ; 75% anezhi hag un takad 600 metrad tro-dro d’an inizi zo perc’hennet gant ar Stad c'hall abaoe 1971. War ar c’hevandir emañ Mirva arvor Kap Lardier (325 ha), gourenez Gien (110 ha) ha poulloù-holen Ieras (900 ha). E 1979 ez eo bet savet Mirva plantoù broadel kreizdouarel Porcairòla evit saveteiñ lod eus ar plant a oa en arvar, hag ur bank hadoù, enni muioc’h evit 2 000 spesad disheñvel. E 1991 e voe savet MedPAN, Rouedad takad gwarezet ar Mor Kreizdouarel, gant ar Park a-gevret gant an Union internationale pour la conservation de la nature (UICN) evit gellout eskemm etre an dud a zo e karg eus takadoù morel gwarezet. E 1999 e voe sinet un emglev gant Italia, Monaco ha Bro-C’hall evit sevel ar "santual" Pelagos evit bronneged ar Mor Kreizdouar. Ar Park a gemer perzh ivez er rouedad Natura 2000 evit gwareziñ an annezioù hag an takadoù a zo spletus evit ar gevredigezh.

Evit gwareziñ ar spesadoù, ar metoù, an dremmwel hag ar glad sevenadurel e c’heller diverrañ ahelioù pennañ ar Park evel-henn :

  • diarbenniñ ha kizidikaat an dud war ar fed m'eo dav kompren eo bresk ar metoù hag eo ret e wareziñ ;
  • evezhiañ ar glad, da skouer arvar an tanioù-gwall ;
  • merañ an takadoù naturel ha chom un dave war ar skeulioù lec'hel hag etrebroadel ;
  • gwellaat an isframmoù.

Evit ober e ro ar Stad ul lodenn vras eus an 9 milion a euroioù az a da sevel e vudjed. Dre vras e vez implijet an arc’hant-se evit goprañ ar 80 bennak a implijidi entitlet, ar rannvloazidi hag implijidi mirva plant Porcairòla. Da vont en-dro hollek ar Park ec'h a 26 % eus an dispignoù, hag 8% evit ar postadennoù-arc’hant.

Gant lezenn ar 14 a viz Ebrel 2006 war ar Parkoù broadel ez eo bet dibabet o adaozañ[1]. Gant dekred ar 4 a viz Mae 2012 ez eo bet ledanaet an termenadur "Park broadel" dre sevel daou dakad : unan kreiz (cœur de parc, "kalon ar park") hag unan trobarzhel (adhésion, "asant")[2].

  1. Takad "kalon ar park" : en e uhelañ emañ ar gwarez ; gant ar Stad emañ ar galloud, zoken pa c'hall ar strollegezhioù lec'hel reiñ o ali pa vez goulennet diganto.
  2. Takad "asantus" : ar strollegezhioù lec'hel a c'hall bezañ er Park gant ma sinont e garta, e steuñv gwarez hag e steuñv aveadur. Hollret eo e chomfe diorroadur an takad-se a-du gant an endro.

Reolennoù resis zo war obererezhioù an den eno evit derc’hel idantelezh ar Park hag e c’hlad naturel ha sevenadurel. Takadoù enklaskoù, kavadennoù ha hevoud int.

Karta[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Palioù ar strollegezhioù lec'hel asantus a rank bezañ boutin dezho setu perak ez eus bet ezhomm da sevel ur garta.

Bras eo an dae : Park broadel Pòrt Cròs a zegemer bep bloaz war e dachenn, a zo bihan a-walc’h e-keñver an 9 fark broadel all, tro da 1,5 milion a weladennerien a zeu da ober splujerezh danvor (un 20 000 den bennak), kanoe, baleadennoù, bageal (ur 16 000 bag bennak), pe da ziskuizhañ war an aodoù en o zouez an Aod Argant a vez anavezet evit bezañ unan eus ar re vravañ en Aodoù Glas.

Ganet eo bet ar garta-se diwar ul labour a-stroll etre ar C’huzul Armerzhel, Sokial ha Sevenadurel (CESC), ar C’huzul melestradurel (43 ezel a vot ar budjed hag a evezh labour ar rener hag e skipailh), ar C’huzul skiantel ha kannaded ar c’humunioù asantus (26 ezel a ro o ali evit lakaat programm an enklask e pleustr er Park).

Etre [2009]] ha 2012 ez eo bet bevennet ar Park ha kemmet.

  • 2009-2012 : termenadur an harzoù nevez ha kemmadur aozadur ar C'huzul-merañ.
  • 2012-2014 : danzen ar garta.
  • 2015 : asantoù ha lakaat e pleustr evit 15 vloaz.

E miz Genver 2013 e voe staliet ar CESC, 64 ezel ennañ dasparzhet etre tri c'holaj : an Arvor (30 ezel), Porcairòla (17 ezel) ha Pòrt Cròs/Illa dau Levant (17 ezel). Da gannaded ez eus ur prezidant ha daou vesprezidant da bep kolaj. Kempouezet e vez an takadoù armerzhel ha sokial disheñvel.

C'hwec'h ahel zo d'ar garta.

  • Gwareziñ ha lakaat da dalvezout ar glad naturel, sevenadurel, ha dremmwel an inizi hag ar mor.
  • Gwareziñ bevliesseurted ha perzhioù ar metoù naturel.
  • Skoazellañ diorren lec’hel padus an tachennoù, o toujañ d'o barregezhioù hag ouzh o lakaat da dalvezout.
  • Aozañ an tiriad en un doare padus.
  • Aozañ an dazont dre arc’hantouiñ an enklaskoù, an nevezadurioù hag an deskadurezh war an diorren padus ha dre glask rakwelout emdroadur an tiriad.
  • Diorren ar c’henskoazell, al labour a-stroll ha sevel binvioù hag un unvaniezh etre an oberourien hervez ar pennaennoù lakaet e pleustr dija.

Aozañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwarded-monitourien a chom war al lec’h hag o deus galloud ar polis evit lakaat reolennoù ar Park da dalvezout. Evezhiañ a reont evit gwareziñ ar metoù ha mont en-dro ar Park. Ur penn-kef evit o rann o deus.

Ostizezed a vez e tiez degemer ar Park evit reiñ ditouroù d’an dud diwar-benn pinvidigezh naturel ha sevenadurel ar Park.

Politikerezh an diazezadur a vez dibabet e sez ar Park broadel, lec’hiet e Ieras, gant kenskoazell strolladoù ar Park broadel a vez meret gant ur rener a zo anvet gant ministr an Endro. Evit ma c’hellfe ar strolladoù labourat er Park ez eus bet lakaet binvioù labour e pleustr.

  • Binvioù pedagogel : darempredoù a vez etre an arvesterien, an implijidi hag ar velestradurezh. Diarbennoù a vez evit ar familhoù hag ar vugale, a-drugarez da abadennoù, sonadegoù hag all. Diskouezadegoù a vez aozet evit kinnig oberourien lec’hel war ar peskerezh, an henoniezh, ar splujañ hag all.
  • Binvioù skiantel : ezhomm o deus ar Parkoù broadel eus ur ouiziegezh resis war an takad a rankont gwareziñ, evit gellout ober en un doare dereat. Enklaskoù a ra ar skiantourien evit anavezout doareennoù bevoniel hag ekologel al lec’h, hag an ditouroù-se a vez treuzkaset d’ar verourien hag a vez embannet e kazetenn ar Park. Heuliet hag evezhiet e vez ar vevliesseurted ha gwask implijoù an den warni. Aozet e vez pourmenadennoù en-dro d’un dodenn bennak.
  • Binvioù teknikel : aozadurioù zo e-keñver gwareziñ al lec'h ha degas kletadurezh d'an dud.
  • Binvioù lezennel : reolennoù resis a vez er Park evit reoliañ lod eus an oberezhioù.
Reolennaoueg ar Park
Pòrt Cròs Porcairòla Kab Lardier Gourenez Gien
Ober tan, butuniñ Berzet (tanioù-gwall)
Kampiñ Berzet
Treuzdougen dre geflusker Implijidi hepken Berzet
Treuzdougen dre varc'houarn Implijidi hepken Berzet
Diskargañ lastez Er poubellennoù hepken
Ober trouz bras Berzet
Hemolc’hiñ Berzet Reoliet
Berzet
Kutuilh Berzet
Chas Berzet dre vras[3] Staget dre ret ; berzet war an aod Staget dre ret
Maez-hent Aotreet

Na zoujañ d'ar reolennaoueg a c'hall koustañ etre 11 ha 135€ evit ar pevar renkad kentañ, ha betek miliadoù a euroioù evit ar re all, a zo felladennoù.

Diaesterioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Kenaozañ implijoù disheñvel ar Park : enebiezh zo bet hag a chom c’hoazh etre ar mennozh ekologour hag ar mennozh armerzhel ha greantel a venn korvoiñ ar metoù morel par ma c'heller. Daoust d’ar reolennoù e chom tud o tremen dreist al lezenn : 746 torr lezenn zo bet e 2012.

Disoc’hoù armerzhel hag ekologel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Levezon armerzhel ar Park a vez merzet dreist-holl gant un touristerezh kreñvoc’h war inizi Pòrt Cròs ha Porcairòla : 197 M€ a vez dastumet war-eeun a-drugarez d’ar Park ; 20,7 anezho zo buzadoù marc’hadourel ha 176,7 zo buzadoù nann-marc’hadourel (plijadur ha kletadurezh).
  • 485 M€ a dalvoudegezh glad a vez krouet gant ar Park (ar glad a vo treuzkaset d’ar remziadoù da zont). Dispignoù an douristed zo 19 gwech brasoc’h eget ar c’houst paeet evit merañ ar Park ; da 91,77% e sav ar feur buzad/koust mar kemerer e kont ar buzadoù nann marc’hadourel evel ar servijoù roet d’an ekoreizhiad, ar servijoù dudi ha talvoudegezh ar glad evit an annezidi. Da lavaret eo, evit un euro dispignet gant ar Park e vez gounezet 91,77 euro a vuzadoù marc’hadourel ha nann-marc’hadourel war 20 vloaz.
  • Da 9 708 M€ e sav talvoudegezh rik a-vremañ obererezh ar Park war 20 vloaz. Muiel-tre eo disoc’hoù armerzhel ar Park.
  • Muiel-kenañ int ivez war dachenn an endro. An disoc’hoù-se a zeu diwar gwarez pouezusoc’h ar metoù. Meret e vezont gwelloc’h, lakaet e vezont da dalvezout ha reoliet e vez an darempred hag ar gwaskoù a vez degaset gant ar Park.
  • Klasket e vez diveskañ al lastez hag o adkelc'hiañ. Evezhiet e vez mat ar metoù. Efedoù aes da welout zo deuet war wel gant ar Park.
  • Kresket eo a-galz an niver a besked ha dreist-holl an niver a veroued (Epinephelus marginatus), hag a zo tremenet eus 7 merou e 1973 da vuioc’h evit 700 e 2011. Niverusoc’h eo ar sared (Diplodus sargus) ivez. Vioù, larved ha pesked a vez ezporzhiet er-maez eus ar Park bremañ. Gwellaet e vez en-dro an tiriadoù a zo tro-dro d'ar Park neuze.

Skeudennaoueg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (fr) Loi n° 2006-436 du 14 avril 2006.
  2. (fr) Décret n° 2012-649 du 4 mai 2012.
  3. Lod kêriadennoù o degemer mard int staget.