Pêr Morvan

Eus Wikipedia

Ganet Pêr Morvan, anvet ivez Pierre Morvan, e Pempoull e 1953. Dibab a ra mont da labourat evit ar Post. Ezel oberiant eus an UDB eo abaoe 1978. E 1983 eo anvet kuzulier-kêr hag e 1989 adarre. Kentañ eilmaer eo deuet da vezañ e 1995. Abaoe 2001 hag ar cheñchamant muiañ-niver en ti-kêr ez eo kuzulier-kêr eus an tu enep. Lañset en deus Gouel ar c’hanaouennoù mor ha chomet eo prezidant ar gevredigezh. Dedennet eo Pêr Morvan gant sonerezh ar vro ha derc’hel a ra ar rubrikenn Selaouit e kelaouenn an UDB abaoe ar bloavezhioù 80.

Mammennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]