Pêr Iañ (dug Breizh)
Pêr Brizhkloareg[1] (1191 - 1250) a oa mab da Robert II, kont Dreux ha kenderv Fulup II an Aogust.
Goude marv Arzhur e voe e c'hoar, Alis Breizh pennhêrez an dugelezh. Alis a oa prometet d'un aotrou breizhad (ne oa nemet 3 bloaz!), met Fulup a zimezas anezhi da Bêr brizhkloareg, evit startaat al liammoù etre Breizh ha Bro-C'hall.
Stourmet en deus gant Fulup hag e vab Loeiz a-enep Yann Dizouar hag Herri III a Vro-Saoz, met goude marv Loeiz en em savas a-enep Gwenn Kastilha, rouanez Bro C'hall.
Pa dizhas e vab Yann e 20 bloaz e lezas an dugelezh en e emell. Betek fin e vuhez e vevas evel ur marc'heg baleant. Mont a reas d'an Douar Santel, stourmet en deus a-enep ar Saozon hag an Arabed.
Mervel a reas pa zistroe diouzh ar Groaziadeg diwezhañ, e 1250.
| En e raok: Alis Breizh |
Dug Breizh 1213 – 1237 |
War e lerc'h: Yann Iañ |
Notennoù [kemmañ]
- ↑ Mauclerc e galleg