Mont d’an endalc’had

Pêr-Mari Lec'hvien

Eus Wikipedia
Poltred Pêr-Mari Lec'hvien enoret gant Yann-Vari Perrot e-pad Koun al Lun-Fask 2011 e Koad kev

Pêr-Mari Lec'hvien (1885-1944) a oa ur beleg breizhat, ganet e Plaeraneg (Goueloù).

Beleget e voe e miz Gouere 1914 ha goude-se ez eas d'an talbenn ha kemer perzh er Brezel-bed kentañ evel klañvdiour hag aluzener ur batailhon. Goude ar brezel e voe, tro-ha-tro, kure e Ploueg-ar-Mor, aluzener seurezed ar Groaz e Landreger, person Treglañviz ha person Kemper-Gwezhenneg. Sekretour ar Bleun-Brug e voe evit Treger-Goueloù-Kerne, ha lakaat a rae ar vugale da zeskiñ ar c'hatekiz e brezhoneg. Muntret e voe gant stourmerien eus ar Rezistañs d'an 10 a viz Eost 1944.

Eontr e oa da Job Lec'hvien, ar beleg a droas meur a levrenn eus ar Bibl e brezhoneg.

Brud a oa er c'hanton e oa bet graet ar muntr gant ur paotr yaouank eus an FTP (renet gant ar PCF) hag a skrivas e eñvorennoù goude[1],[2].

  • War hent ar ger. Istor tri brizonier breizat e-pad ar brezel bras 1914-1918 skrivet gant unan anê (embannet a bennadoù er gazetenn Breiz e 1928 hag e stumm ul levrig)
  • Ofis Sant Erwan, oferenn ha gousperou, moullet gant Breiz, 1930
  • Ofis nevez ar Galon-Sakr, moullet gant Breiz, 1930
  • Ofis Jezuz-Krist roue ar bed, moullet gant Breiz, 1930
  • Ofis ar Pantekost, moullet gant Breiz, 1931
  • Hent ar Groaz, moullet gant Breiz, 1932

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • L'abbé Pierre-Marie Lec'hvien (1885-1944), gant an aotrou Henri Poisson, 1959, 110 p.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]