Pécs

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Pécs

Pécs (distaget [ˈpeːʧ] en hungareg; Fünfkirchen en alamaneg, Quinque Ecclesiae e latin, Pečuh e kroateg, Печуј e serbeg) zo ur gêr vras eus Hungaria, gant 157 000 a annezidi (e 2009). Ar pempvet kêr vrasañ eus ar vro eo ha pennlec’h kontelezh Baranya. Emañ tost d’an harzoù gant Kroatia.

Sez un eskopti eo Pécs, kenkoulz ha sez ur skol-veur, an hini goshañ eus Hungaria. E tolead Pécs ez eus un toullad minorelezhioù gant o ensavadurioù dezho : alamanegerien, kroategerien, serbegerien, Romed...

Istor[kemmañ]

Unan eus koshañ ha kaerañ kêrioù Hungaria eo Pécs. En amzer ar Romaned e oa anavezet kêr dindan an anv Sopianae, e proviñs Pannonia. Diwezhatoc’h e voe anvet Quinque Ecclesiae (« pemp iliz » e latin ; alese e teu an anv alamanek Fünfkirchen). E 1235 e kaver ar meneg kentañ eus an anv Pechut. Ha goude-se e emdroas an anv evit reiñ an anv zo bremañ, Pécs, dianav e dalvoudegezh evit gwir. E 1367 e voe savet ar skol-veur gant ar roue Loeiz I, unan eus skolioù-meur koshañ kreiz Europa. Etre 1543 ha 1686 e oa Pécs e dalc’h an Impalaeriezh Otoman. En amzer-se e voe savet gant an Durked un toullad savadurioù a weler hiziv c’hoazh e Pécs, meur a voskeenn da skouer. Abalamour d’he glad savadurioù dibar e voe lakaet da « Gêr-benn Europat ar Sevenadur » e 2010.