Mont d’an endalc’had

Out-el-Kouloub

Eus Wikipedia

Out-el-Kouloub (1892 en Egipt, 1968 en Europa) a oa anv-pluenn ur skrivagnerez egiptat a skrive e galleg. Eus renkadoù uhel ar gevredigezh e oa. Ul lodenn eus he familh a oa a orin turk.

Out-el-Kouloub (a zo distagadur قوت القلوب), hervez arabeg Egipt a dalv kement ha « Boued ar C'halonoù».

Savet e voe e-touez muzulmaned pinvidik Kaero hag intañveziñ a reas en-yaouank. Kregiñ a reas da skrivañ e Cairo ma oa ene ur saloñs lennegel. Kuit ez eas da chom da Europa da fin he buhez.
Etre 1937 ha 1961 e lakaas embann pemp romant. En he romant "Ramsa" e kaver kalz elfennoù a denn d'un danevell vuhez. Kontañ a ra ennañ frankaerezh merc'h ur sklavez serb divroet, hag a zeu da vezañ gwreg un Egiptad eus ar gevredigezh uhel .

Hec'h oberennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Au hasard de la pensée, en « L'Égyptienne », 1934
  • Harem, 1937. Adembannet gant Gallimard e 1955
  • Trois contes de l'Amour et de la Mort, rakskrid gant André Maurois, Corrêa, 1940.
  • Zanouba, rakskrid gant Jérôme Tharaud ha Jean Tharaud, Gallimard, 1947
  • Le coffret hindou, rakskrid gant Jean Cocteau, Gallimard, 1951
  • La nuit de la Destinée, rakskrid gant Émile Dermenghem, Gallimard, 1954
  • Ramza, rakskrid gant Henri Guillemin, Gallimard, 1958
  • Hefnaoui le Magnifique, rakskrid gant Henri Peyre, Gallimard, 1961

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]