Ounaou
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Dreisturzhiad : | Xenarthra | ||||
| Urzhiad : | Pilosa | ||||
| Kerentiad : | Megalonychidae | ||||
| Genad : | Choloepus | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Choloepus didactylus Linnaeus, 1758 |
|||||
|
|||||
An ounaou, pe lezireg Linnaeus, (Choloepus didactylus) a zo ur bronneg hag a vev e koadegoù Suamerika (Perou, Ecuador, Brazil, Kolombia, Venezuela, Guyana, Gwiana c'hall ha Surinam).
Doareoù pennañ [kemmañ]
Etre 50 ha 90 cm eo e hirder hag etre 4 hag 8 kg e bouez. Berr eo e lost (war-dro 2 cm). Gell-gris eo e vlevenn, gant un arliv glas-gwer en abeg d'ar bezhin a gresk enni. Plat eo e benn ha bras e zaoulagad.
Daou viz skilfek a zo ouzh e bavioù a-raok ha tri ouzh e bavioù a-dreñv. Stumm ur c'hrog a zo gant e skilfoù ha ganto eo azasaet an ounaou ouzh ar vuhez er gwez.
Bevañ a ra en e-unan hag en em vagañ diwar delioù ha frouezh.
Dilec'hiañ a ra gorrek-tre ha ne ziskenn diouzh ar gwez nemet ur wech ar sizhun evit kac'hat.
Gouennañ [kemmañ]
An dougen a bad 6 miz hag ur c'holen a vez ganet bep bloaz. Hemañ a chom krog ouzh kof e vamm e-pad 5 sizhun a-raok bezañ gouest da fiñval e-unan.