Otis Pike

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Otis Pike (1922 - 20 a viz Genver 2014) a oa ur c'hannad eus Long Island (New York) e Kambr Dileuridi ar Stadoù Unanet. Brudet eo evit bezañ lakaet bec'h war ar CIA, e 1973 da skouer pa glaske gouzout ha spiet e veze an Amerikaned er gêr. Ne voe ket embannet e enklask gant ar C'hendalc'h met e kazetenn "Village Voice" e voe lakaet pennadoù anezhañ da zont er-maez.