Oskar Freysinger

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Oskar Freysinger

Oskar Freysinger, ganet d'an 12 a viz Mezheven 1960 e Sierre, a zo ur politikour suis, ezel eus an UDC (Unvaniezh demokratel ar c'hreiz).


E vuhez[kemmañ]

Tirolad eo e dad, Suisez e vamm, eus kanton Valais . Studial a reas Oskar Freysinger e skol alamanek Sion. E-keit ma oa e skol reizh e kejas gant Arthur Fibicher ha Jean-Marc Richard a roas c'hoant al lennegezh dezhañ. Kemeret e voe er skol veur, e klasou lennegezh alamanek, lennegezh c'hallek ha prederouriezh alaman. Pakañ a reas un diplom mestr jiminas (DMG) e 1985. kentelioù italianeg a heulias ivez ha paket voe gantañ ur certificate of Proficiency in English.

Kelenner alamaneg eo el Lise-skolaj ar Planta abaoe 1987. Etre 1998 ha 2002 e voe kadoriad strollad ar gelennerien alamaneg e kanton Valais (GPAVR). Etre 1997 ha 2001 e voe kuzulmier komunel e Savièse evit ar parti démocrate-chrétien a-raok kensevel an UDC (unanviezh demokratel ar c'hreiz). Prezidant ar strollad-mañ voe etre 1999 ha 2002. Dilennet e voe da zileuriad e [Kuzul Meur Kanton Valez]] etre 2001 ha 2003 ha goude kuzulier broadel abaoe miz Here 2003.

Stadoù[kemmañ]

Unan eus ar barlamantourien ( ha penndegemennour) a orin lusk poblek a-enep saverezh tourioù-moskeenn eo. Perc'hennet eo bet al lusk-mañ dre votation d'an 29 a viz Du 2009 gant 57.5%.

Oberennoù[kemmañ]

Skrivet vez gant Oskar Freysinger e galleg hag en alamaneg.

Embann a reas e miz Du 2004 Brüchige Welten (en alamaneg), un teskad danevelloù, paraboloù ha flemmganoù. E miz Gwengolo 2005 e voe tro Outre-pensées (e galleg). En miz Mae 2006 e voe skrivet gantañ e romant kentañ Schachspirale (en alamaneg). E 2007, goude ur c'heñverata gant ar rappour Stress e pad un abadenn Forum war Radio suisse romande e savas Oskar freysinger un destenn rap Le rap à Stress a-benn reskont d'ar rappour.

D'an 13 a viz here 2009 e voe bet kinniget e levr diwezhañ Le nez dans le soleil. Un doare unangomz a zeskouez ul labourer-douar hag e vab-bihan a zeskouez tommañ ar Valeziz evit o bro. Pennskridet eo al levr gant ar breutaer suisat Marc Bonnant.

Enor[kemmañ]

Ur priz barzhoniezh digant ar festival barzhoniezh Rilke de sierre a zo bet paket gañtañ e 2009.

Embannadennoù[kemmañ]

  • Brüchige Welten, Rotten Verlag, 2004.
  • Outre-pensées, éditions de la Matze, 2005
  • Schachspirale, éditions de la Matze, 2006
  • Le nez dans le soleil, 2009
  • « L'évasion de C.B. », faltazi flemmganus war an 12 a viz kerzu 2008.

Liammoù diavaez[kemmañ]