Oselot

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Oselo
Ocelot 01.jpg
L. pardalis
Rummatadur klasel
Riezad : Loened
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhiad : Carnivora
Kerentiad : Felidae
Genad : Leopardus
Anv skiantel
Leopardus pardalis
Linnaeus, 1758
Ar pennad-mañ a denn d'ar
vevoniezh
AlphaHelixSection.svg Kantarell, Iduns kokbok.jpg Symbole-Zoo.png

An oselot (diwar ar ger nahouatlek ocelotl), pe Leopardus pardalis (e latin), anvet ivez loupard livet, a zo ur c'hazh gouez eus kreiz ha Suamerika. Betek kreisteiz Texas ha Trinidad e oa bet gwelet. Gallout a ra muzuliañ 100 cm ha kaout ul lost a 45 cm. Pouezañ a ra etre 10 ha 15 kg. Heñvel a-walc'h eo ouzh an onsila hag ar margay a vev en hevelep rannvro met brasoc'h eo.

E anvioù[kemmañ]

Meura anv zo dezhañ hervez ar broioù: manigordo (en Costa Rica ha Panamá), cunaguaro (en Venezuela), tigrillo (en Colombia, Mec'hiko, Ecuador, El Salvador ha Perou), jaguatirica (en Brazil), jaguarete´i pe mbarakaja (en guaraní jaguarete pe kazh) (en Paraguay), ha gato onza en Arc'hantina.


Tiriad an oselot

Un aneval-noz eo ha stag-kenañ ouzh e dachennad. Betek ar marv e stourmo da zifenn e dachenn. Evel hogozik an holl gizhier e vev e-unanik, war-bouez e-pad an amzer-ouennañ. E-pad an deiz e c'hell rannañ ul lec'h-ehan gant un oselot eus an hevelep reizh. E-pad an amzer-ouennañ (en diskaramzer ar peurliesañ) e klask ar barez ur c'hev pe ur wezenn gleuz ma c'han etre daou ha pevar c'holen. Krediñ a reer e pad an dougen betek 70 devezh.

Daoust ma c'hell an oselot pignat mat-tre e hemolc'h war an douar ar peurliesañ. Debriñ a ra marmouzien, skrignerien, naered, kroc'heneged, pesked hag evned. Gallout a ra tapout ivez anevaled-ti bihan evel ar moc'h bihan pe an evned-porzh. Preizhoù bihanoc'h egetañ a blij dezhañ muioc'h ha gant e c'hwesha eo e kav anezho ar peurliesañ zoken m'en deus ur gweled-noz eus ar c'hentañ.

Blevad an oselot a zo heñvel ouzh hini ar jagoar hag evitañ e vez hemolc'het. Daoust ma ne riskl ket da vont da get amañ en arvar e darnioù 'zo eus e diriad. War stagaden I ar CITES eo meneget.

Isspesadoù[kemmañ]

Liammoù diavez[kemmañ]

an oselot


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.