Oselo

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask


Oselo
Ocelot 01.jpg
L. pardalis
Rummatadur klasel
Riezad : Loened
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhiad : Carnivora
Kerentiad : Felidae
Genad : Leopardus
Anv skiantel
Leopardus pardalis
Linnaeus, 1758
Ar pennad-mañ a denn d'ar
vevoniezh
AlphaHelixSection.svg Kantarell, Iduns kokbok.jpg Symbole-faune.png


An oselot (diwar ar ger nahouatlek ocelotl) pe Leopardus pardalis (e latin), anvet ivez loupard livet, pe tigrillo a zo ur c'hazh gouez eus kreiz ha su Amerika. Betek kreisteiz Texas ha Trinidad e oa bet gwelet. Gallout a ra muzuliañ 100 cm ha kaout ul lost a 45 cm. Pouezañ a ra etre 10 ha 15 kg. Heñvel a-walc'h eo ouzh an onsila hag ar margay a vev en hevelep rannvro met brasoc'h eo.

Annez an oselo

Un aneval-noz eo ha tachedanel(?)-tre. Betek ar marv e stourmo da zifenn e dachenn. Evel hogozik an holl gizhier e vev gantañ e-unanik, estreget e-pad an amzer-gouennañ. E-pad an deiz e c'hell rannañ ul lec'h-ehan gant un oselo ag an hevelep reizh. E-pad an amzer-gouennañ (en diskar-amzer ar peurliesañ) e klask ar barez ur c'hev pe ur wezenn gleuz ma c'han etre daou ha pevar c'holen. Krediñ a reer e pad an dougen betek 70 devezh.

Daoust ma c'hell an oselo pignat mat-tre e hemolc'h war an douar ar peuliesañ. Debriñ a ra marmouzien, skrignerien, naered, kroc'henegion, pesked hag evned. Argasiñ a c'hell anevaled-ti vihan evel ar moc'hig pe an evned-porzh. Prezhoù bihanoc'h egetañ a blij dezhañ muioc'h ha gant e c'hwesha e vez o kavout ar peurliesañ zoken m'en-deus ur gweled-noz mat tre.

Blevad an oselo a zo heñvel ouzh hini ar jaguar hag evitañ e vez hemolc'het. Daoust ma ne riskl ket da vont da get ez eo en arvar e darnioù'zo e annez. War stagaden I ar CITES eo meneget.

[kemmañ] Ispesadoù

[kemmañ] Liammoù diavez

an oselo

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.