Orhan Veli

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Delwenn eus Orhan Veli, e Beşiktaş.

Orhan Veli Kanık (13 a viz Ebrel 1914 – 14 a viz Du 1950), anavezetoc’h evel Orhan Veli hepken, a oa ur barzh turkek eus Istanbul.

Mab e oa da Veli Kanık a oa penn laz-seniñ simfonek Prezidant Republik Turkia. Abred e krogas Orhan da skrivañ barzhoniezh. Goude ur bloavezh o studiañ prederouriezh er skol-veur ez eas d’ober meur a vicher : troer, kazetenner.

Orhan Veli a zo unan eus ar re gentañ a skrivas gwerzennoù "dieub" e turkeg. Hollvrudet eo e oberenn e Turkia, gant barzhonegoù diwar-benn ar vuhez pemdeziek hag an dud vunut, eeun ha leun a fent. Treiñ a reas barzhoniezh c’hallek e turkeg ivez (Villon, La Fontaine, Baudelaire, André Breton).

Mervel a reas da 36 vloaz hepken, goude kouezhañ en un toull er straed pa oa mezv.

Troidigezhioù[kemmañ]

  • Va jusqu’où tu pourras, Orhan Veli, troet e galleg gant Elif Deniz ha François Graveline
  • Just for the hell of it, 111 poems by Orhan Veli Kanık, troet e saozneg gant Talat Sait Halman
  • Orhan Veli Kanık Fremdartig / Garip, troet en alamaneg gant Yüksel Pazarkaya